Je suis Charlie ([ʒə sɥi ʃaʁ.li]; « Me zo Charlie ») zo ur frazenn savet gant Joachim Roncin[1],[2],[3],[4], rener arzel Stylist, ur gelaouenn c'hallek evit ar merc'hed, goude klevout keloù eus lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2014 e-ti Charlie Hebdo e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall. Buan eo deuet da vezañ ur slogan implijet er manifestadegoù, er c'hazetennoù, er skingomz hag er skinwel gallek.
Al logo n'eus anezhañ nemet ar gerioù « Je suis Charlie » en gwenn ha louet, war un daolenn zu, hep netra ouzhpenn.
Ouzh e urzhiataer e oa Joachim Roncin, 39 bloaz dezhañ, o labourat, pa glevas anv eus an darvoud. Strafuilhet e oa.
C'hoant en doa da lakaat gerioù war an euzh-se met ne ouie ket petra lavarout. Klask a reas « Charlie Hebdo » e-barzh Google Images, ha gwelout a reas skeudennoù ha tresadennoù... ha soñjal a reas e oa skeudennoù a anaveze abaoe e yaouankiz ha fromet e voe oc'h adwelout kement-se. Hag e soñjas: Charlie c’est moi, je suis Charlie. (Me eo Charlie, me zo Charlie). Neuze e savas al logo en ur ober un hantereur. Skignet eo bet gant an oberour Joachim Roncin evel luc'hskeudenn al slogan dre Twitter da 11 e 52 d'ar 7 a viz Genver 2015, prestik goude ar gwalldaol.
Adalek neuze e voe skignet a bep tu, ha ne oa ket dezhañ ken peogwir n'en doa krog ebet ken war e grouadenn. Moulet eo bet ar gerioù war baper ha douget er manifestadegoù zo bet en ur bern broioù er bed, e New York koulz hag e Moskou.
Lavarout a ra en doa soñjet ivez el levr gallek Où est Charlie ? (troet diwar al levr saoznek Where's Wally? ) en deus bet lennet gant e vab, hag er slogan gallek « Nous sommes tous Américains » da goulz gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001.
A-benn un toullad munutennoù e voe skignet al lugan dre ar blogoù met dreist-holl dre Facebook ha Twitter, ha zoken dre gazetennoù gallek evel Le Monde ha Libération.
Adkemeret eo bet gant stalioù a werzh rochedoù ha chopinoù war ar Genrouedad.
Kalz manifestadegoù republikan zo bet er stad c'hall[5] ha dreist-holl d'an 10 hag 11 a viz Genver 2015, ma voe implijet al lugan « Je suis Charlie ».
Ar re vrasañ:
Je suis Charlie a dalvez « A-unan on gant an dud lazhet e ti Charlie Hebdo », evel ma voe lavaret « Ce soir, nous sommes tous Américains » (« Fenoz omp holl Amerikaned ») gant ar bolitikourez Nicole Bacharan d'an 11 a viz Gwengolo 2001, goude gwalldaolioù an Twin Towers e New York, ha brudet gant ar c'hazetenner gall Jean-Marie Colombani en e bennad-stur e-barzh Le Monde an 11 a viz Gwengolo 2001. E gwirionez e tenn ivez d'ar bomm Ich bin ein Berliner (« Berlinad on ») distaget gant John Fitzgerald Kennedy e Berlin, d'ar 26 a viz Mezheven 1963, da geñver blokus Berlin.
Tud zo ne fello ket dezho mont a-du gant tud en marv pa ne oant ket a-du ganto en o bev, petra bennak ma savont a-enep ar gwalldaolioù. Tud all ne fell ket dezho kemer perzh en unaniezh vroadel, dre abegoù liesseurt[10] .
Nathalie Saint-Criq, kazetennerez e F2, he deus galvet ar skinarvesterien da zisklêriañ an dud a lavare ne oant ket Charlie[11].
Klasket ez eus gwerzhañ dafar gant an anv Je suis Charlie evel gant ar stal 3 Suisses war Facebook.
Meur a ganaouenn c'hallek anvet Je suis Charlie zo bet savet e miz Genver 2015 :
Stumm 6.7.4 ar Poellad frank NotePad++ zo bet anvet Je suis Charlie Edition, gant ur gemennadenn a-zivout ar frankiz eztaoliñ :
Freedom of expression is like the air we breathe, we don't feel it, until people take it away from us.
For this reason, Je suis Charlie, not because I endorse everything they published, but because I cherish the right to speak out freely without risk even when it offends others. And no, you cannot just take someone's life for whatever he/she expressed.
Hence this "Je suis Charlie" edition.[13]