Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Jean-Marie Le Pen |
Anv-bihan | Jean-Marie |
Anv-familh | Le Pen |
Deiziad ganedigezh | 20 Mez 1928 |
Lec'h ganedigezh | An Drinded-Karnag |
Tad | Jean Le Pen |
Mamm | Anne Hervé |
Pried | Jany Le Pen |
Bugel | Marine Le Pen, Marie-Caroline Le Pen, Yann Le Pen |
Kar | Philippe Olivier |
Familh | familh Le Pen |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Kondaonet evit | assault |
Micher | politiker, alvokad |
Bet war ar studi e | Paris Law Faculty, Skol-Veur Panthéon-Assas |
Lec'h annez | Saint-Cloud |
Lec'h labour | Strossburi, Brusel |
Strollad politikel | Front national, Front national pour l'Algérie française, Comités Jeanne, Rassemblement National |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1974 French presidential election, 1988 French presidential election, 1995 French presidential election, 2002 French presidential election, 2007 French presidential election |
Relijion | Iliz katolik roman |
Kleñved | one-eyed |
Perzhiad e | fête de la Courtoisie, Journée nationale et identitaire |
Brezel | Brezel Aljeria |
Oberenn heverk | Mémoires : fils de la nation |
Ezel eus | Union nationale des étudiants de France (1907-1971) |
Political alignment | right-wing extremism |
Ideologiezh politikel | Poujadisme, Broadelouriezh, enep-komunouriezh |
Darvoud-alc'hwez | Panama Papers |
Lec'hienn ofisiel | http://www.jeanmarielepen.com/ |
Jean Louis Marie Le Pen, ganet d'an 20 a viz Even 1928, zo ur politikour breton bet prezidant ar strollad eus an tu dehoù pellañ gall Front National etre 1972 ha 2011. Bet eo bet ivez prezidant a enor an Talbenn Broadel etre 2011 ha 2015.
Le Pen zo bet diplomet war ar Gwir e 1949 e Kevrenn ar Gwir eus Pariz. Servij a ra en tirlu gall e-kerzh brezelioù Indez-Sina hag Aljeria. Goude-se e krog gant un hent politikel el luskadoù poujadour. Dilennet eo Kannad evit departamant ar Seine eus 1956 betek 1962. Goude-se eo bet e penn kabalerezh Jean-Louis Tixier-Vignancour evit an dilennadegoù prezidantel gall e 1965. Galvet gant izili al luskad broadelour Ordre Nouveau, kemer a ra perzh e 1972 e krouidigezh an Talbenn Broadel (FN), ha dont a ra da vezañ prezidant ar strollad.
Renket en tu dehoù pellañ, diazezet eo e gampagn war an enbroañ ha dont a ra a-benn er bloavezhioù 1980 da lakaat ar strollad politikel broadelour da vont war wel er vuhez politikel. Dilennet eo da gannad e Pariz e-kerzh dilennadegoù kannaded 1986, e penn ar strollad FN-RN edo er Vodadenn Vroadel e-kerzh VIIIvet kannaderezh ar Vvet republik. Kannad europat eo adalek 1984 ha meur a wech eo dilennet evel kannad politikel lec'hel (kuzulier-kêr an 20vet arondisamant eus Pariz, kuzulier rannvroel Enez-Frañs ha Provence-Alpes-Côte d'Azur).
Pemp gwech e voe klasket gantañ keveziñ evit dilennadegoù prezidantel Bro-C'hall. Hag eñ o kaout un niver izel a vouezhioù e 1974, dont a ra a benn da vezañ teir gwech er pevare plas evit ar c'hentañ tro (e 1988, 1995 ha 2007). Gant ur souezhadenn vras, tizhout a ra eil tro dilennadegoù prezidantel 2002, ha tapout a ra 17,8 % eus hollad ar mouezhioù e-tal ar prezidant Jacques Chirac, a oa bet harpet gant un « talbenn republikan ». E verc'h Marine Le Pen a gemer e blas e 2011 evel prezidantez an Talbenn Broadel, hag eñ a zeu da vezañ prezidant a enor. A-benn ar fin eo skarzhet eus ar strollad e 2015.
Hent politikel Jean-Marie Le Pen zo bet unan gant kalz disklêriadurioù kudennus, ar pezh a zo bet abeg da damalloù gouennelouriezh, enepyezuvegezh, betek ma vije skarzhet eus an FN. Bet eo bet barnet meur a wech evit apologiezh torfedoù- brezel, nac'hañ torfedoù a-enep Mab-Den, broudañ d'ar c'hasoni, dispartioù ha feulster gouennel, kunujenniñ foran ha feulster ; gwech-ha-gwech ez eo kondaonet pe didamallet.
Krouet en deus ar strollad Comités Jeanne e 2016 ha chomet eo prezidant a enor an FN betek 2018. Echuiñ a ra da vezañ kannad europat ha kuitaat a ra ar vuhez politikel e 2019, goude bezañ bet pevar bloaz ha tregont er Parlamant europat, 63 bloaz goude e zilenn kentañ evel kannad.