Jingle Bells zo ur ganaouenn saoznek hag unan eus ar c'hanaouennoù stadunanat brudetañ ha muiañ kanet er bed. Savet eo bet gant James Lord Pierpont (1822–1893) hag anvet "One Horse Open Sleigh" neuze, e diskar-amzer ar bloaz 1857. Mennet e oa da lidañ mare Thanksgiving, hep liamm ebet gant Nedeleg, evel ma teuas da vezañ goude. E 1889 e voe embannet war ur ganell Edison .
Hiriv eo unan eus brudetañ kanoù Nedeleg ar bed a-bezh.
N'eo ket sklaer pelec'h na pegoulz e voe savet ar ganaouenn ha ne oa ket anvet "Jingle Bells" c'hoazh. E Medford, Massachusetts ez eus ur blakenn ma lenner e oa er gêr-hont e oa bet ganet ( "birthplace") "Jingle Bells," a vije bet savet gant Pierpont en 1850, en un davarn anvet Simpson Tavern. Hervez ar Medford Historical Society, e vije bet awenet an oberour gant ar redadegoù sleigh a veze eno en XIXvet kantved[1].
"Jingle Bells" a oa bet anvet "One Horse Open Sleigh" ha disklêriet d'ar 16 a viz Gwengolo 1857[2] An Itron Otis Waterman, unan eus mignonezed Pierpoint, a lavaras e oa un ton laouen ( "merry little jingle"), hag implijet e voe he ger en anv nevez anezhi pa voe embannet e 1859 , hag anvet "Jingle Bells, or the One Horse Open Sleigh."[3]. Abaoe eo tremenet en domani foran.
↑Pierpont, J. (September 16, 1857). One Horse Open Sleigh. Oliver Ditson & Co.. Kavet : December 26, 2006.
↑Nobbmann, Dale V. (2000) Christmas Music Companion Fact Book: The Chronological History of Our Most Well-Known Traditional Christmas Hymns, Carols, Songs and the Writers & Composers Who Created Them, Anaheim, California: Centerstream Publishing. pp.42-43. (ISBN 1574240676)