Jorge Amado

Jorge Amado
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBrazil Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJorge Leal Amado de Faria Kemmañ
Anv-bihanJorge Kemmañ
Anv-familhAmado Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Eos 1912 Kemmañ
Lec'h ganedigezhItabuna Kemmañ
Deiziad ar marv6 Eos 2001 Kemmañ
Lec'h ar marvSalvador da Bahia Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcardiac arrest Kemmañ
Breur pe c'hoarJames Amado Kemmañ
PriedZélia Gattai Kemmañ
Yezh vammportugaleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetportugaleg Brazil, portugaleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridportugaleg Brazil Kemmañ
Micherskrivagner, kazetenner, barzh, romanter, politiker Kemmañ
Kargfederal deputy of São Paulo Kemmañ
Bet war ar studi eFederal University of Rio de Janeiro Faculty of Law Kemmañ
Lec'h annezSalvador da Bahia Kemmañ
Lec'h labourFundação Casa de Jorge Amado Kemmañ
Deroù ar prantad labour1931 Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Oberenn heverkGabriela, Clove and Cinnamon, Dona Flor and Her Two Husbands, Tieta, Captains of the Sands, Tereza Batista: Home from the Wars Kemmañ
Luskadmodernism, magic realism Kemmañ
Ezel eusBrazilian Academy of Letters, Academy of Arts, Berlin Kemmañ
Levezonet gantMachado de Assis Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.jorgeamado.com.br/ Kemmañ
Jorge Amado e 1997

Jorge Amado (10 Eost 1912 - 6 Eost 2001) a oa ur skrivagner eus Brazil.

Ganet e voe en un atant bras e-kichen Itabuna, e kreisteiz stad Bahia ha tremen a reas e yaouankiz e porzh Ilhéus, er stad-se ivez. Adalek 1930 betek 1934 e studias ar gwir e skol-veur Rio de Janeiro. E romant kentañ, O país do carnaval, a voe embannet e 1931, pa oa 18 vloaz. E-pad e studioù e tommas ouzh mennozhioù ar gomunourien. Goude ne zeuas ket da vezañ gwiraour, met en em lakaat a reas da labourat evel kazetenner.

Abalamour d’e vennozhioù e voe harzet Jorge Amado meur a wech. E 1941 e rankas kuitaat Brazil. Repu a gavas en Arc'hantina hag en Uruguay ; e 1945 e tistroas d’e vro ha dilennet e voe d’ar vodadenn vonreizhañ, en anv Strollad Komunour Brazil (PCB), Tri bloaz diwezhatoc’h avat ez eas kuit adarre, war-zu Europa ar wech-se. Bevañ a reas e Bro-C'hall hag e Tchekoslovakia . Distreiñ a reas da Vrazil e 1952.

Dilezel a reas e obererezh politikel neuze evit plediñ gant al lennegezh hepken. En e skridoù kentañ e kave abeg er gevredigezh vrazilat. Adalek ar bloavezhioù 1950 e tilezas an temoù-se : goap ha fent, erotegezh ha boazioù relijiel ar bobl a gaver mesk-ha-mesk en e skridoù, ma taolenn buhez ar re baour en deus anavezet e proviñs Bahia. Kalz eus e levrioù zo bet graet filmoù diwarno.

Loreet e voe e obererezh skrivagner gant medalennoù e meur a vro : e 1984 e oa bet anvet da gomandour el Lejion a enor, gant ar prezidant gall François Mitterrand. Resev a reas ivez ar Priz Stalin evit ar Peoc’h, e 1951, ar priz Camões, ar priz pouezusañ e bed al lennegezh portugalek, e 1994, ha meur a briz all c’hoazh.

  • O país do carnaval (romant, 1931)
  • Cacau (romant, 1933)
  • Suor (romant, 1934)
  • Jubiabá (romant, 1936)
  • Mar morto (romant, 1936)
  • Capitães de areia (romant, 1937)
  • O Cavaleiro da Esperança (Buhez Luís Carlos Prestes) (1942)
  • Terras do sem fim (romant, 1943)
  • São Jorge dos Ilhéus (romant, 1944)
  • Gabriela, cravo e canela (romant, 1958)
  • Os velhos marinheiros (romant 1961)
  • Os pastores da noite (romant, 1964)
  • Dona Flor e seus dois maridos (romant, 1966)
  • Tenda dos milagres ) (romant, 1969)
  • Tereza Batista, cansada da guerra (1972)
  • Tieta do Agreste (romant, 1977)
  • Tocaia Grande (romant, 1985)
  • O sumiço da santa (romant, 1988)

Filmoù zo bet graet diwar darn eus e romantoù