Jorge Ben

Jorge Ben

Jorge Ben, pe Jorge Ben Jor, pe Jorge Duilio Lima Menezes, ganet e 1939, 1942 pe 1945[1] e Rio de Janeiro, en ur favela, zo ur soner ha sonaozour brazilian brudet-bras en e vro.

Da gentañ e oa Jorge Ben e anv-micher, e koun e vamm, a oa eus Etiopia. Goude e kemmas en Jorge Ben Jor, abalamour da anv ar gitarour George Benson. Darn eus e ganaouennoù zo deuet da vout pezhioù klasel eus sonerezh-pobl Nrazil, hag a zo bet adkanet gant Caetano Veloso, Sergio Mendes, pe Marisa Monte.E-touez an titloù-se: Mas que Nada (1963), Taj Mahal (1969) (implijet gant Rod Stewart da ober Da Ya Think I'm Sexy?) Pais Tropical (1972) Fio Maravilha (1972).

Awenet eo bet gant ar vell-droad (melldroader eo bet en e yaouankiz) hag en 2006 en deus embannet ur bladenn gant e ganaouennoù diwar-benn ar vell-droad, Foot & Samba groove association.