João Iañ
João Iañ (1358-1433) a oa Roue Portugal (1385 - 1433 ).
Goude marv ar roue Fernando Iañ e voe renet ar vro gant ar rejantez Leonor Teles . En em sevel a reas ar bobl a-enep dezhi, hag en o fenn e oa Don João, aotrou Avis. Sikour a c'houlennas Leonor Teles digant roue Kastilha, Juan Iañ , he mab-kaer. Trec’het e voe arme Kastilha en emgann Aljubarrota e 1385 ha ren a reas João war-lerc'h, gant an anv João Iañ .
Dimezet e oa da Philippa of Lancaster (Filipa de Lencastre e portugaleg) (1359 -1415 ) ha nav bugel o doe. Seizh anezho a eas betek o oad gour, hag anvet int an ínclita geração :
Branca de Portugal (1388 -1389 ), marvet da ur bloaz
Afonso (1390 -1400 ), marvet da zek vloaz
Duarte Iañ Portugal (1391 -1438 ), Roue Portugal war-lerc'h e dad, barzh ha skrivagner
Pedro, Dug Coimbra (1392 -1449 ), a voe un infant desket, rejant e-pad minorelezh an danvez roue Afonso V . Mervel a eure en Emgann Alfarrobeira
Henrique, Dug Viseu , O Navegador (1394 -1460 ), a bostas e vadoù er verdeadurezh ha sevel kartennoù
Izabel Portugal (Dugez Bourgogn) (1397 -1471 ), dimezet da Fulup III Bourgogn , derc'hel a reas ul lez leun a dud desket
Branca (1398 ), marvet yaouankik
João, Infant Portugal (1400 -1442 ), konestabl Portugal , tad-kozh da Izabel Iañ Kastilha
Fernando, an Infant Santel (1402 -1437 ), marvet prizoniad e Fes .
Daou vab bastard en doe ivez, gant Inês Pires :
Beatriz (war-dro 1386 -1447 ), dimezet gant Thomas FitzAlan, 12vet kont Arundel.