Juan Ponce de León

Ur pennad Juan Ponce zo ivez.
Juan Ponce de León
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJuan Ponce de León Kemmañ
Anv-bihanJuan Kemmañ
Anv-familhPonce de León Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekFigueroa Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Ebr 1480, 1474 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSantervás de Campos Kemmañ
Deiziad ar marv1521 Kemmañ
Lec'h ar marvLa Habana Kemmañ
Abeg ar marvpoison Kemmañ
Lec'h douaridigezhCathedral of San Juan Bautista Kemmañ
TadPedro Ponce de León Kemmañ
MammLeonor de Figueroa Kemmañ
FamilhHouse Ponce de León Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Micherergerzhour, Konkistador, milour Kemmañ
KargSpanish governor of Puerto Rico, Spanish governor of Puerto Rico, Spanish governor of Puerto Rico Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Perzhiad e1503 Spanish Jaragua expedition, 1493 Columbus Voyage to Americas, DeLeon expedition to Puerto Rico Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
BrezelBrezel Granada, Battle of Granada Kemmañ
Ezel eusColumbus Conquistador of America Kemmañ
Juan Ponce de León (engravadur eus ar 17vet kantved)

Juan Ponce de León (ganet war-dro 1460 e Santervas de Campos, proviñs Valladolid ; marv e miz Gouere 1521 e La Habana, e Kuba) a oa ur c'honkistador spagnol.

Goude kemeret perzh er brezel a-enep Emirelezh Granada ez eas d'ar Bed Nevez hag en em staliañ en Hispaniola. E 1508 e voe roet kefridi dezhañ gan ar roue Fernando II Aragon da vont da ergerzhet enez Puerto Rico hag a oa anvet enez San Juan Bautista da neuze. Mont a reas Ponce de León kuit diouzh Hispaniola d'an 12 a viz Goeure 1508 ha dilestrañ a reas war an enezenn e Bae San Juan, nepell diouzh al lec'h m'emañ kêr San Juan bremañ. E diabarzh an enezenn e savas Ponce de León an diazezadenn spagnol gentañ. E 1509 e tistroas da Hispaniola, kontañ a reas e veaj hag anvet e voe da c'houarnour enez "San Juan Bautista" gant ar roue. Mont a reas d’an enezenn en-dro, gant e wreg hag e vugale.

Klevet e voe ar gant Spagnoliz ar vrud a rede penaos e oa inizi all pelloc’h, er gwalarn da Hispaniola. Urzh a roas ar roue da b- Ponce de León da vont da glask an inizi-se, e 1512. D’ar 27 a viz Meurzh 1513 e tizhas aod reter Florida gant tri lestr, ha soñjal a reas e oa un enezenn. Kontañ a reer e voe kavet ar Gulf Stream gantañ e 1513, met merzet e oa bet ar froud-se gant ur merdeer all, Antón de Alaminos.

E 1514 e resevas aotre da drevadenniñ "enezenn Florida". Met n’eo nemet e 1521 ez eas di en-dro, gant 200 den ar wech-mañ ha ganto chatal, kezeg ha peadra da labourat an douar. Dilestrañ a reas war aod kornaoueg Florida d’an 2 a viz Ebrel 1521 hag embann e oa un douar spagnol. Taget e voent gant Amerindianed ha gloazet e voe Ponce de León e-pad an argadenn. Distreiñ a reas da Guba ha mervel eno. Beziet e voe e San Juan hag emañ e relegoù bremañ en iliz-veur San Juan Bautista eno.

Div gêr, an eil e Florida, Ponce de Leon, hag eben e Puerto Rico, Ponce, zo bet anvet evel-se en enor dezhañ.