KEXP-FM

KEXP-FM zo ur chadenn skingomz hag a zo he studioioù e Seattle (Stad Washington) er Stadoù-Unanet. Ur chadenn bublik eo : renet hag arc'hantaouet e vez gant Skol-veur Washington, gant ar mesen Paul Allen hag e ensavadur, ha gant he selaouerien. Sonerezh rock dizalc'h hag alternative a vez skignet ganti peurvuiañ, daoust ma'z eus ivez programmoù gant tonioù hip hop, afrobeat, punk, blues ha folk, peotramant a bep seurt sonerezhioù eus ar bed. E korn-bro Seatlle e c'haller selaou KEXP-FM dre ar bandennoù FM (frekañs 90,3 MHz) hag e pep lec'h er bed dre streaming ha dre loarell. KEXP-FM zo bet degaset brud dezhi gant he chadenn YouTube, lec'h ma vez embannet videoioù sonadegoù hag atersadennoù enrollet ganti en he studioioù.