Karloman II (Bro-C'hall)

Karloman II (867 - 884) a oa roue ar Franked, eus 879 da 884.

E 879, Karloman a zeuas da vezañ roue war un dro gant e vreur Loeiz III. Ren a rejont ar rouantelezh etreze e 880. Resev a ra Akwitania ha Burgondia. Goude marv e vreur e 882 e teu da vezañ roue nemetañ ar rouantelezh.

D'an 12 a viz Kerzu 884 e varvas Karloman goude bezañ gloazet dre zievezh gant unan eus e wizien e-pad ur chase e koad Bézu, koad Lyons etre Rouen ha Gournay-en-Bray hiziv. Aet d'an anaon da 17 vloaz, Karloman n'en doa hêr ebet. Beziet e voe e Sant Denez.

Charlez III, mab diwezhañ Loeiz II, a oa re yaouank evit ren hag uhelidi ar rouantelezh a c'houlennas gant an impalaer Charlez Tev bezañ rejant ar rouantelezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France, Gisserot, 1996 (ISBN 978-2-87747-208-1)
  • (fr) Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire, Larousse, 1998 (ISBN 978-2-03-519265-3)


En e raok:
Loeiz II
Rouaned ar Franked

879884
War e lerc'h:
Karl III an Tev