Kirsten Malfrid Flagstad, ganet e Hamar e 1895 ha marvet en Oslo e 1962, a oa ur c'hoariganerez norvegat, soprano da gentañ ha mezzo-soprano goude, anavezet evel unan eus kaerañ mouezhioù an XXvet kantved ha gwellañ kanerezed oberennoù Richard Wagner a-viskoazh a-hervez.
Stagañ a reas gant ar c'hoarigan en Oslo e 1913 ha chom a reas e Lec'hlenn betek 1933, pa grogas e Bayreuth evel Sieglinde er Walküre.