Klann Fraser of Lovat | |
Ur c'hlann skosat eo Klann Fraser of Lovat, a zo staliet en Uheldirioù Bro-Skos, en Siorrachd Inbhir Nis abaoe 1422. Petra bennak ma voe kemm-digemm tiriad ar c'hlann e chomas stabil a-walc'h betek 1746.
Hiziv an deiz emañ sez ar c'hlann e Beaufort Castle (Caisteal Duuaidhe e gouezeleg Skos), e Beauly (A' Mhanachainn), tal-kichen Inbhir Nis.
A-hed e Istor ez eo bet klann Fraser of Lovat o c'hoari ur perzh pennañ e politikerezh Siorrachd Inbhir Nis.
Dre m'o deus gouezet pennoù klann Fraser of Lovat derc'hel darempredoù mat gant kurunenn Bro-Saoz ez eo bet pouezus perzh ar c'hlann e kement gwezhiad milourel ma oa Bro-Skos en emgann dindan ren ar Rouantelezh-Unanet.
Ur skourr eus Klann Fraser e Siorrachd Obar Dheathain (Aberdeenshire e saozneg) eo klann Fraser of Lovat.
Daou glann disrannet eo re Fraser of Lovat ha re Fraser, an daou o vezañ anavet gant al Lord Lyon King of Arms a ra war-dro an ardamezouriezh hervez lezennoù Bro-Skos[1].
Gallek eo orin an anv Fraser war a hañval, petra bennak ma ne c'haller ket er prouiñ hep mar. Gallout a rafe bout un anv gouezelek a vije bet distummet betek re gant ur c'hloareg angl-ha-norman.
Friseal eo ar stumm gouezelek a-vremañ, ha Clann Frisealach anv gouezelek ar c'hlann.
Fryseal eo ar stumm skrivet koshañ a zo testeniekaet e Roll Battle Abbey ma kaver anvioù an tiegezhioù a oa deuet gant Gwilherm II, dug Normandi da Emgann Hastings e 1066, met lakaet e vez mar war gwiriegezh an teul-se[2].
E Bro-Skos e kaver de Fresel, de Friselle ha de Fréselière er skridoù kozh, ar pezh a c'hallfe bout anvioù anjevat, hogen n'eus anv-lec'h anjevat ebet a gement a glot outo – met an anvioù-tiegezh Frézelière, de la Frézelière ha Frézeu de la Frézelière zo en Anjev hiziv c'hoazh, ha klotañ a reont gant ar stummoù skosat koshañ.
A hent all, pa oa Simon Fraser (1667-1747), XIvet Lord Lovat, en harlu e Bro-C'hall etre 1703 ha 1714 e kejas ouzh François-Isaac-Lancelot Frézeau (1692- ?), marquis de la Frézelière ; un emglev a voe skoulmet etre an daou diegezh en abeg d'o orin boutin[3],[4].
Pa oa ar roue skosat Uileam mac Eanraig o ren, etre 1165 ha 1214 eta, e voe tiegezhioù a orin gall o tivroañ da Vro-Skos – « Normaned » a veze graet anezho-holl – a-c'houde emgann Hastings ; ur roll anezho, bet en Hastings, a voe savet gant ur marc'heg saoz anvet Sir Thomas Gray of Heaton kent 1369, a zo en e Scalacronica, hag en o zouez e kaver hendadoù klann Fraser of Lovat.[5],[6]
Ar c'hentañ Fraser a lenner diwar e benn en Highlands e voe ur Simon Fraser of Keith a zeuas da vezañ mestr war douaroù e Keith Marischal e Lodainn an Ear e 1160, hag a roas douaroù hag un iliz e Kelsae, Scottish Borders.[7]
A-hed an daou gantved da heul e tivroas ar re Fraser da Srath Tuaidhdail (Tweeddale), hag alese en em strewjont e Siorrachd Sruighlea (Stirlingshire), Aonghas, Siorrachd Obar Dheathain m'emañ sez Klann Fraser ha Siorrachd Inbhir Nis m'emañ sez Klann Fraser of Lovat.
Oberiant e voe klann Fraser of Lovat a-hed an daou vrezel a voe renet evit dieubiñ Bro-Skos d'ar mare-se, 1296-1328 ha 1332-1357, ma stourmas Rouantelezh Bro-Skos ouzh Rouantelezh Bro-Saoz.
Sir Simon Fraser of Oliver and Neidpath, Marc'heg Banneret (1246-1306), bet ganet e Srath Tuaidhdall, a voe en emgann e-kichen Andreu de Moray kent ma voe kendeuzet armead de Moray gant hini William Wallace da geñver Emgann pont Sruighlea a c'hoarvezas d'an 11 a viz Gwengolo 1297 ma voe Skosiz trec'h war ar Saozon.
An hevelep penn a voe trec'h war ar Saozon adarre en Emgann Roslin d'ar 24 a viz C'hwevrer 1303. Tri bloaz goude, en Emgann Meadhainnigh, d'an 19 a viz Mezheven 1306, e saveteas teir gwech buhez ar roue Raibeart Bruis – alese an teir c'hurunenn a zo war skoed-ardamez klann Fraser of Lovat ha war re e skourroù ; paket e voe gant ar Saozon avat, ha lazhet e 1306 diwar urzh ar roue Edouarzh Iañ.
Unan eus kendirvi Sir Simon Fraser of Oliver and Neidpath, anvet Sir Alexander Fraser of Touchfraser and Cowie a gemeras perzh en Emgann Bannockburn d'ar 24 a viz Mezheven 1314 ; diwezhatoc'h e timezas gant Mary Bruce (1282-1323), anezhi c'hoar ar roue Raibeart Bruis, hag anvet e voe da Lord Chamberlank Bro-Skos kent mervel e-kerzh an eil brezel dieubiñ Bro-Skos en Emgann Dupplin Moor d'an 10 pe d'an 11 a viz Eost 1332.
Sir Alexander Fraser of Touchfraser and Cowie eo orin lignez klann Fraser e Siorrachd Obar Dheathain.
Breur yaouankañ Sir Alexander, Sir Simon Fraser, eo a voe e penn lignez klann Fraser of Lovat ; mervel a reas en emgann Halidon Hill d'an 19 a viz Gouere 1333.
Evel an darn vuiañ eus klannoù Bro-Skos e voe klann Fraser of Lovat o vrezeliñ ouzh klannoù all, ouzh Klann MacDonald (Clann MacDhòmhnaill) peurgetket.
Meur a wech e kevredas re Fraser of Lovat gant Klann Munro, ur c'hlann a orin Iwerzhonat bet staliet e Bro-Skos en XIvet kantved, evit stourm ouzh Klann Mackenzie (Clann MacCoinneach) : en Emgann Bealach nam Broigh etre Inbhir Nis hag Ulapule 1452 enep re Mackenzie, hag en Emgann Clachnaharry e-kichen Inbhir Nis 1454 enep Klann Mackintosh (Clann Mhic an Tòisich).
E 1544 e voe Blàr na Léine, "Emgann ar C'hrezoù"[8] war lez Loch Lochaidh, ma voe Klann Fraser of Lovat o kemer perzh en ur c'henemsav ledan a oa oc'h emgannañ ouzh Klann MacDonald of Clanranald a-zivout hêrezh e rann Klann Ranald : mennet e oa ar genemsavidi da lakaat Ranald Gallda ("an Estren"), unan eus mibien Ranald Bane, anezhañ pempvet penn Klann Ranald, e penn ar c'hlann – ar pezh ne oa ket Klann MacDonald evit gouzañv, pa oa John MacDonald of Mùideart o dibab.
Archibald Campbell, 4re kont Earra-Ghàidheal(1507-1558), a nac'has ma vije emgann – en aner avat : pa oa an 300 Fraser o tistreiñ d'o ziriad e voent taget gant 500 MacDonald, ha faezhet. Ken rust e voe an emgann, a-hervez, ken ne chomas nemet pemp Fraser hag eizh MacDonald en diwezh.
E-kerzh an emgann e varvas penn ar c'hlann, Hugh Fraser, 3de Lord Lovat ; e vab ivez a voe lazhet.[7]
E1562 e voe sezizet kastell Inbhir Nis gant Klann Fraser ha Klann Munro a-c'houde ma voe bet serret an dorioù ouzh Mari Stuart diwar urzh Klann Gordon, d'an 9 a viz Gwengolo. Tri devezh e padas ar seziz, ha pa voe bet kemeret ar c'hastell e voe krouget e berc'henn, Alexander Gordon, evel trubard. Da heul ar seziz e tremnas Mari Stuart peder nozvezh er c'hastell.
E-kerzh ar brezel etre Charlez Iañ Bro-Saoz hag Oliver Cromwell e voe klann Fraser enep James Graham, Markiz Montrose. E 1715 e voe Simon Fraser, 11vet Lord Lovat, eus tu ar gouarnamant met e 1745 e voe eus tu Charles Edward Stuart. Dibennet e voe goude emgann Culloden d'an 9 a viz Ebrel 1747 d'an oad a 80 vloaz daoust ma oa e vab oa e-penn ar c'hlan e-pad an emgann. Pardonet e voe d'ar mab, anvet Simon ivez. E 1757 ez eas gant 1 800 den eus e glann en arme Breizh-Veur evit brezeliñ ouzh Gallaoued Kanada.
Lamet e voe an titl a Lord Lovat e 1747. E 1837 e voe anvet Thomas a Strichen da vBaron Lovat. Hendad ar Baron ha Lord Lovat a-vremañ eo.
E 1991 e oa Lady Saltoun penn ar C'hlann Fraser.
Simon Christopher Joseph Fraser (1911-1995), 4e Baron Lovat, 15vet (de jure) ha 17 vet (de facto) Lord Lovat a voe 25vet penn Klann Fraser of Lovat.