Ur c'hoef zo ur pennwisk a veze gant ar merc'hed e Breizh hag e meur a vro all, betek kreiz an XXvet kantved. Dont a ra moarvat eus ar boned a zo bet kaeraet gant an amzer.
Dont a ra an anv eus ar ger gallek coiffe (1680 ; latin izel cofia ~550, eus ar ger germanek °kufia "tokarn"), hag a dalveze evit kement tra a vez lakaet war ar penn, un tamm evel ar boned eta.
E saozneg e lavarer bonnet, a vez troet e brezhoneg gant boned alies. Goude d'ar gerioù bezañ hañval a orin eo disheñvel o ster.
Koefoù a veze gwelet c'hoazh gant ar re gozh en un nebeud kornioù, Bro-Vigoudenn ha Plougastell-Daoulaz dreist-holl, er bloavezhioù 1950.
E miz Meurzh 2011 e oa poltred ar Vigoudenn goefet diwezhañ war golo ar gelaouenn Bretons Magazine niverenn 63.
Hiziv e vezont douget dreist-holl gant merc'hed ar C'helc'hioù Keltiek ha kentoc'h en hañv pa vez dibunadegoù folklorel.
Koef Treger, an doukenn, a veze douget gant ar merc'hed kozh betek dibenn ar bloavezhioù 1960.