Kontelezh Nisa (okitaneg: Comtat de Niça; italianeg: Contea di Nizza; galleg: Comté de Nice), anvet Bro-Nisa (okitaneg: País Niçard; italianeg: Paese Nizzardo; galleg: Pays Niçard) ivez a-wechoù, zo ur vroig istorel en Okitania en-dro da gêr Nisa, etre ar Mor Kreizdouar, ar stêr Var ha kribennoù an Alpoù.
Un amzer zo bet e oa ul lodenn eus kontelezh Provañs.
Goude 1388 e voe ur rann eus Dugelezh Savoia. Evel ar peurrest eus stadoù Tierniezh Savoia e voe ul lodenn eus Rouantelezh Sardigna-Piemont adalek 1720.
En 1793 e voe staget ar gontelezh ouzh ar republik c'hall nevez, hag anvet Alpes-Maritimes.
E 1814 e voe distaget diouzh bro-C'hall da lakaat e rouantelezh Sardigna.
D'ar 24 Meurzh 1860 e voe staget ouzh Bro-C'hall dre Feur-emglev Torino ; a-c'houde Feur-emglev Pariz (10 C'hwevrer 1947) e voe staget an tiriadoù italian Briga Marittima ha Tenda da Alpoù-an-Arvor.