Kroaz heolel, gant ur rod ha pevar bann gouloù ; arouez rakkristen eus ar gouloù hag eus an heol er pobloù german hag en Azia
Ar svastika a zeu eus ar groaz heolel gant ur c'helc'h troc'het
Stumm karrez eus ar svastika
Stumm all eus ar svastika
"Dorn Doue", un arouez rakkristen eus Kreizeuropa[1]
"Kroaz Loren : kroaz latin dezhi div dreuzellenn a-blaen
Treuzellennoù a-blaen dezhe hirderioù disheñvel : ar groaz arc'heskob, pe kroaz patriark ; kemmesket gant arouez Janed Ark e teuas ar groaz Anjev da c'houde
Kroaz trizoubl anvet Kroaz ar Pab ; implijet gant breuziezh ar Rozenngroazidi c'hall hag ar re a-du gant Stanislas Guaita
Kroaz Jeruzalem, arouez Marc'heien Bez santel Jeruzalem hag ivez hini ar Frañsizidi ar C'hustod hag eus Patriarkelezh Latin Jeruzalem (arouez pemp gloaz ar C'hrist eo ar pemp kroaz, ha pemp levrenn gentañ ar Bibl : Torah, hag ar pemp Iliz kristen gentañ)