Kserses Iañ (Perseg: خشایارشا, Khšāyāršā, Henberseg: Xšayāršā), ganet war-dro -519, marvet e -465[1],[2],[3], mab Darius Iañ a oa « Roue meur » Impalaeriezh Persia. Ezel e oa eus tierniezh an Ac'haemenided a renas ivez en Henegipt e-doug ar XXVIIvet tierniezh. Manethon a ra anezhañ Kserses Veur hag e kont 21 vloaz ren (Africanus, Eusebios). Trec'het e oa e armeoù pa glaskjont aloubiñ Henc'hres.
Diouzhtu goude bezañ deuet da vezañ roue e euredas Darius Iañ (mab Histaspes) gant Atosa (Merc'h Kirus Veur). Diskenn a raent o-daou eus Ac'haemenes dre lignezioù disheñvel. Dimeziñ d'ur verc'h eus Kirus a greñvaas kurun Darius[4].
Kserses ne oa ket mab henañ Darius, hag hervez hengoun Iran gwezhall ne zlee ket kemer lec'h e dad ar roue. Kserses a oa koulskoude mab henañ Darius hag Atossa ha dre-se diskennad da Zarius dre an daou du. Ober a rae anezhañ ar roue da choaz evit Persia[5]. Artobazan a oa bet ganet gant gwreg "Darius ar sujed", e-skoaz Kserses a oa ar mab henañ ganet goude kurunidigezh Darius, ha mamm Artobazan ne oa ket eus an noblañs e-skoaz hini Kserses a oa merc'h saver an impalaeriezh[6].
Kserses a oa kurunennet e miz Here-miz Kerzu 486 kent J.-K. hag e kemeras lec'h e dad war an tron[7] Pa oa e-tro 36 vloaz[8]. Tremen a reas ar galloud da Gserses en un doare aes abalamour da due aotrouniezh vras Atosa evit lod[4] ha den ne enebas ouzh e gurunidigezh el lez pe en e familh[9].
Hogos diouzhtu e vougas un emsavadeg en Henegipt hag e Babilon a oa tarzhet er bloaz kent, hag envel e vreur Ac'haemenes gouarnour pe satrap (henberseg : khshathrapavan) Egipt. E 484 kent J.-K. e feukas Babiloniz o tiberc'hennañ anezhe dre heg[10] eus delwenn aour Bel (Mardouk, Merodac'h) a lakaaas da deuziñ. An taol disakr-se a vountas Babiloniz d'en em sevel e 484 hag e 482 kent J.-K., kement ha ken bihan ma lenner e dielloù kempred Babilon e nac'has Kserses titl e dad, roue Babilon, hag e oa anvet kentoc'h roue Persia ha Media, Roue Veur, Roue ar rouaned (Shahanshah) ha Roue broadoù (da lâret eus ar bed).
Daoust ma'z eus savet un nebeud kudennoù diwar-benn e relijion abalamour da zanevell Herodotos en e Istorioù e soñj ar skolveuridi a vremañ e oa Zoroastrad[11]
Aet e oa Darius da anaon a-greiz ma oa o prientiñ un eil arme da aloubiñ Bro-C'hres. Lezet e oa ar c'hefridi d'e vab da gastizañ Ateniz, annezidi Naksos, ha keodediz Eretria evit ar perzh o doa kemeret en Emsavadeg Ionia, tangwall Sardeis hag o zrec'h war ar Bersed en Maraton. Adalek 483 kent J.-K. e prientas Kserses e ergerzhadeg : Kleuzet e voe ur ganol a-dreuz strizh-douar ledenez ar Menez Athos, pourvezioù a oa sanailhet e lec'hioù a-hed an hent a dremene a-dreuz Trakia, savet e oa daou bont dreist an Hellespontos. Bodañ a reas soudarded eus meur a vroad en e armeoù, en o zouez Asirianed, Fenikianed, Babiloniz, Egiptiz ha Yuzevien[12].
Hervez an istorour gresian Herodotos e c'hwitas kentañ esae Kserses da deuler ur pont war an Hellespontos abalamour ma oa distrujet ar pont papiruz gant ur barrad amzer. Kerses a ordrenas neuze e ve skourjezet an Hellespontos (ar strizh-mor e-unan) tri c'hant gwezh ha ma vefe taolet ereoù en dour. Berzh a reas eil esae Kserse da deurel ur pont dreist an Hellespontos[13]. Sevel a reas ur c'hevredad gant Kartada, ar ezh a viras ouzh rieien c'halloudek Sirakusa hag Agrigentum da sikour Bro-C'hres. Kalz Stadoù gresian bihan en em renkas ouzhpenn a-du gant ar Bersed, Tessalia, Tebez hag Argos peurgetket. Loc'hañ a reas Roue ar rouaned en nevezamzer e 480 kent J.-K. diouzh Sardeis gant ur strollad listri hag un arme zo c'hwezet he niver gant Herodotos a gomz eus daou vilion soudarded ha d'an nebeutañ 10 000 brezelour eus ar vegenn anvet ar Re zivarvel. Nerzhioù gwirion ar Bersed a oa war-dro daou pe tri c'hant mill soudard. Trec'h e voe Kserses e-pad an emgannoù kentañ.
En emgann an Termopiloù e enebas ur bagad bihan a vrezelourien c'hresian renet gant ar roue Leonidas Sparta ouzh arme ar Bersed a oa kalz niverusoc'h, a-raok bezañ trec'het. Hervez Herodotos e oa torret falañs ar Spartaiz goude ma oant trubardet gant ur gresian anvet Efialtes a ziskulias d'ar Bersed un hent all da dremen dre ar menezioù. Goude an Termopiloù e oa kemeret Aten hag e oa kaset Ateniz ha brezelourien Sparta betek o linenn difenn diwezhañ e strizh-douar Korintos hag e pleg-mor saronik.
Dizemglev zo diwar-benn a c'hoarvezas da c'houde. Hervez Herodotos, pa en em gavas er geoded kuitaet gant hec'h annezidi, e roas Kserses an urzh da zeviñ anezhi. Keuz en defe bet hogos diouzhtu d'e urzh hag e ordrenas e ve adsavet antronoz. Kouskoude, lenneien eus Persia a eneb ouzh an danevell-se evel propaganda a-berzh ar C'hresianed. Sparta an hini, emeze, a oa enebour pennañ Kserses, ket Aten er brezel-se, ha Kserses n'en dije gounezet netra o tistrujañ ur greizenn kenwerzh evel Aten, ur wezh ma oa kemeret.
D'ar mare-se e oa kreñv ar gas ouzh ar Bersed e-touez ar C'hresianed, hag ar vrud e oa bet distrujet Aten gant Kserses a vije bet degemeret mat gant an holl, daoust ma'z eo gwirheñvel e krogas an tan dre zievezhted pa oa kuitaet ar geoded diwar dizh gant hec'h annezidi, pe e oa heuliet politikerezh an "douar devet" kuit ma vefe preizhet Aten gant arme Kserses.
En Artemisium e oa bet distrujet listri gresian gant ur barrad-amzer hag e paouezas an emgann pa glevas ar C'hresianed e oant bet faezhet en Termopiloù ha pa'n em dennjont kuit. Atizet e voe Kserses da dagañ listri ar C'hresianed (a-enep ali Artemisia Halikarnassos(Daveoù a vank)) gant ur ul lizher kaset gant Temistokles dezhañ, kentoc'h evit kas ul lodenn eus e listri en-dro d'ar Peloponnesos ha gortoz e teuzfe armeoù e enebourien. Gounezet e voe Emgann Salamis gant listri ar C'hresianed, d'an 29 a viz Gwengolo, e 480 kent J.-K.. Goude se e kilas Kserses da dremen ar goañv e Tessalia.
Abalamour da drubuilhoù e Babilonia e voe rediet Kserses da gas e arme gantañ da viret na vefe un emsavadeg. Lezel a reas un arme a-dreñv dezhañ, dindan urzhioù Mardonios, a oa faezhet bloaz goude en Plataea[14]. Ar C'hresianed a dagas hag a zevas ivez al listri a chome d'ar Bersed e Mikale. Troc'het e oa hentoù pourveziñ arme ar Bersed ha ne chome tra dezhe d'ober met kilañ ha klask distreiñ d'o bro dre hent an douar. Faezhidigezh ar Bersed a vroudas keodedoù gresian Azia d'en em sevel neuze.
E 465 kent J.-K. e oa muntret Kserse gant Artabanos, e vizir pe komandant e ward roueel hag an den gallousañ e lez Persia.
Hervez Aristoteles (e Politikerezh 5.1311b), e lazhas Artabanos Darius da gentañ ha goude Kserses. Pa zizoloas Artakserses ar muntr e lazhas Artabanos hag e vibien[15].