Hamburger Kunsthalle a zo ur mirdi arzoù-kaer e Hamburg, en Alamagn. Ennañ e kaver oberennoù a dnn da Hamburg (XIVvet kantved), livadurioù izelvroat ha flamank ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved, livadurioù alaman ha gall an XIXvet kantved hag arz modern. Tri savadur a ya d'ober ar mirdi hag a zo e kreiz-kêr, nepell diouzh ti-gar kreiz Hamburg ha diouzh lenn Binnenalster.
Ar mirdi kentañ a voe savet etre 1863 ha 1869 gant an arkitektourien Georg Theodor Schirrmacher und Hermann von der Hude. An eil savadur, savet e 1919, a voe savet diwar ur steuñv gant Fritz Schumacher. Galerie der Gegenwart a voe savet etre 1976 ha 1997, diwar ur steuñv gant O. M. Ungers[1].
Er mirdi e kaver livadurioù gant Max Liebermann, Lovis Corinth, Philipp Otto Runge, Caspar David Friedrich, Adolf Menzel. E Gallerie der Gegenwart e kaver oberennoù eus penn-kentañ an XXvet kantved gant arzourien evel Pablo Picasso, Paul Klee ha Max Beckmann, hag arz krouet goude 1945[2].