La Bayamesa, pe Himno de Bayamo, zo ur ganaouenn spagnolek bet savet an ton (e miz Eost 1867) hag ar gerioù (e 1868) anezhi gant an emsaver kuban Pedro Figueredo. Kempennet e voe gant ar sonaozer Manuel Muñoz Cedeño evit ma vije sonet gant ul laz-seniñ.
Klevet e voe an ton anezhi d'an 11 a viz Mezheven 1868 evit ar wech kentañ en iliz-veur Bayamo, c'hoariet dirak pennoù bras ar gouarnamant trevadennel spagnol a oa deuet da lidañ Gouel ar Sakramant. Un nebeud mizvezhioù diwezhatoc'h e tarzhas ar Brezel Dek Vloaz ouzh Spagn d'an 10 a viz Here. D'an 18 e krogas Emgann Bayamo ha ne zaleas ket kêr da gouezhañ etre daouarn an emsavidi guban : rediet e voe al lu spagnol da godianañ d'an 20 da noz. Hervez kont en dije Figueredo skrivet ar gerioù, hag eñ chomet a-c'haoliad war e varc'h. Lakaet e voe harz warnañ gant ar soudarded spagnol ha kaset d'ar marv d'ar 17 a viz Eost 1870 e Santiago de Cuba : kent mervel en devoe amzer da rannañ un nebeud gerioù eus e ganaouenn : ¡Morir por la Patria es vivir!
Degemeret e voe da himn Kuba ent-ofisiel e 1902, o virout an daou boz kentañ hepken dre ma voe kavet ar re da-heul re dagus ouzh emlorc'h ar Spagnoled...
Savet e voe un doare all eus ar ganaouenn, e 1908, gant ar sonaozer Sindo Garay, Mujer bayamesa an titl anezhi. Dindan an titl La Bayamesa e voe enrollet gant an daouad a yae d'ober Jesús Cabrisas hag Irene Farach ha chomet e oa anavezet evel-se. He c'hlevet a c'heller en albom Buena Vista Social Club deuet er-maez d'ar 16 a viz Gwengolo 1997.