La Fille de Brest

La Fille de Brest a zo ur film gall bet sevenet gant Emmanuelle Bercot deuet er-maez d'an 23 a viz Du 2016. Savet eo diwar al levr Mediator 150 mg : combien de morts ? savet gant mezegez ar skevent Irène Frachon, eus CHU Brest e karter Ar Gazeg Wenn, a zanevell he stourm da lakaat afer ar Mediator da vezañ anavezet ha da ziskuliañ riskloù al louzoù-se, ar benfluorex, gwerzhet gant an arnodvaoù Servier dindan an anv "Mediator".

Digoret en deus Festival etrebroadel ar film e Donostia e 2016 ha kinniget eo bet e dibenn ar Festival Cinéma des alternatives e Versailhes d'an 30 a viz Ebrel 2017.

Berr-ha-berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 2009 en em gav mezeien CHU Brest dirak kazioù valvulopatiezh ha dreistgwask arterel ar skevent[1]. Mervel a ra klañvourien zo. Soñjal a reont ez eus ul liamm gant ul louzoù kemeret, ar Mediator, gwerzhet gant Servier[2]. Irène Frachon, skoazellet gant ar c'helenner Antoine Le Bihan, a glask reiñ da anavout riskloù ar Mediator[3]. Ne glaskont nemet saveteiñ buhezioù. E Pariz avat en em gavont gant tud ha n'int gwall nec'het gant mad an holl, gant an arc'hant da c'hounit ne lavaran ket. Dont a ra a-benn an embregerzhioù apotikerezh da levezoniñ emzalc'h melestradur ar yec'hed[1]. En em gavout a reont tal-ouzh-tal gant skolveuridi c'houbrenet, rok ha brusk, bodadoù arbennigourien hag o deus kenstokoù lazioù[4]. Poaniañ a ra Irène Frachon hag Antoine le Bihan o klask lakaat kemm etre arbennigourien an ajañsoù yec'hed ha re Servier.

Diskaret eo buan brud ar C'helenner Antoine Le Bihan evel enklasker. Fae zo graet war e enklaskoù. Tennañ a reer e yalc'hadoù digantañ ha ret eo dezhañ mont en harlu d'ar C'hanada a-benn ar fin. Daoust da gement-se n'eo ket digalonekaet Irène Frachon ha kavout a ra harperien dic'hortoz a skoazell anezhi da genderc'hel gant he stourm : ar studierez war an apotikerezh a veneg an niver a dud marvet en he zezenn, an epidemiologourez Catherine Hill, un embanner pennek, ur gazetennerez eus ar Figaro, « Boulom Nedeleg », ur skoazeller dianv o labourat er Cnam zo gantañ en e urzhiataer niver ar re varv er Frañs a-bezh, met n'hall diskuliañ anezhe en un doare ofisiel nemet war urzh e hierarkiezh.

An Aktourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komedianed bennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll an aktourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  1. 1,0 ha1,1 La Fille de Brest, film choc sur le scandale du Mediator, Ouest-france.fr, 18 a viz Du 2016.
  2. Philippe Mathieu, La Fille de Brest : thriller médical !, euronews.com, 2 a viz Kerzu 2016.
  3. Samuel Douhaire, "La Fille de Brest", =telerama.fr, 23 a viz Du 2016.
  4. Pascale Krémer, "La Fille de Brest, le Mediator à travers les yeux du docteur Frachon", lemonde.fr, 19 a viz Gwengolo 2016
  5. Laurence Guilmo, « Mediator. La Fille de Brest, ou le combat d'Irène Frachon au cinéma », sur larochesuryon.maville.com, 8 novembre 2016 (consulté le 13 décembre 2016).
  6. Nathalie Simon, « La Fille de Brest : David contre le Goliath Mediator », sur lefigaro.fr, 23 novembre 2016 (consulté le 13 décembre 2016).
  7. 7,0 ha7,1 « La Fille de Brest », sur bdfci.info, 2017 (consulté le 31 janvier 2018).
  8. 8,0 ha8,1 Patrom:Imdb titre.
  9. « Pauline vit de la musique avant tout, mais aussi du cinéma… » sur activ.ouest-france.fr, 10 a viz Ebrel 2016.
  10. Catherine Lemesle, « Emie joue Amélie Frachon dans le film La Fille de Brest », sur dinan.maville.com, 22 décembre 2016 (consulté le 22 décembre 2016).
  11. Sophie Prévost, « Paolo Le Bodic joue le fils d'Irène Frachon », sur letelegramme.fr, 24 janvier 2016 (consulté le 22 décembre 2016).