Lamp Aldis

Ul lamp Aldis arnevez
Ul lamp Begbie, 1918
Ur c'hartermestr eus an US Navy o kas ur gemennadenn e 2005

Ul lamp Aldis, anvet lamp Morse ivez[1] zo ul luc'hvanner a vez implijet gant al listri hag an aerborzhioù evit kas sinalioù gouloù hervez al lizherenneg Morse pa ned a ardivink elektronek ebet en-dro evit kehentiñ dre skingomz.

Kentañ gwezh ma voe arveret ul letern evit kas sinalioù gouloù dre vommoù gouloù berr pe hir e voe e 1867 gant ar c'habiten-a-vor saoz Philip Howard Colomb (1831-1899) er Royal Navy ; gant gouloù okshidrek e rae[2], ha ne rae ket gant al lizherenneg Morse, a oa bet ijinet e 1835 koulskoude.

Al lizherenneg Morse avat a veze arveret adalek 1885 betek 1914 gant implijerien al lamp Begbie, bet ijinet evit kas kemennoù diouzh noz. Gouloù a veze kenderc'het dre gerozen ha bannet dre ur ferenn evit tizhout pelloc'h ; goulazhennoù a dalveze da c'henel pikoù ha tresoù[3]. Ne voe ket implijet er Brezel-bed kentañ avat, abalamour ma oa re drouzus[4].

A-hed an Eil Brezel-bed, an Alamaned a implije lampoù anvet Blinkgerät ("gwikefre gwilc'her") hag a c'helle tizhout 4 c'hilometr war an deiz hag 8 km diouzh noz, dre siloù ruz evit mirout a vezañ merzet[5].

E 1944, ar Saoz Arthur Cyril Webb Aldis (1878-1953) a ijinas al lamp a vez implijet c'hoazh hiziv an deiz er bed a-bezh, koulz er verdeadurezh kenwerzh hag er morlu.

Teknologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tredan e-lec'h raz-bev a vag al lampoù Aldis da c'henel gouloù. Goulazhennoù zo c'hoazh, a vez digoret pa bouezer war ur bouton ha serret pa baouezer ; emgefreek eo al lampoù nevesañ : treuzyezhañ da lizherenneg Morse a reont.

Bez' ez eus lampoù Aldis a vez dalc'het gant un dorn ; enno ez eo ur melezour a dro da c'henel ar bommoù gouloù.

Lod lampoù Aldis zo stag ouzh laez ur wern. Lod all, a ya en-dro dre wareg karbon, zo ker bras — 0,5 metr o zreuzkiz — ma c'hallont tizhout an dremmwel, zoken pa vez an heol o parañ en e greñvañ.

Arveret e vez lampoù Aldis hiziv c'hoazh, el listri dreist-holl ; talvoudus int pa vez sac'het ar c'hehentiñ dre skingomz. Stank e vezont implijet en holl vorluioù pa vez ret kehentiñ hep bezañ klevet[6]. Dre ma c'hall meur a ardivink a-vremañ merzout traezoù diouzh noz e vez implijet a-wezhioù lampoù a gas gouloù en isruz[7]

En tremenerezh dre aer e vez implijet lampoù Aldis ivez gant an tourioù kontrollañ pa vez sac'het skingomz un nijerez. Gwenn, gwer pe ruz eo al livioù a vez arveret ; diflach e vez ar bann gouloù pa ne vez ket kaset kemennoù eeun evel "pradit", "chomit a-sav" hag all ; ne c'heller ket kas kemennoù Morse dre al lampoù-se. Horjellat pe lakaat o gouleier da wilc'hañ e ra an nijerezioù evit diskouez o deus resevet ha komprenet ur gemennadenn.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Lord, Walter. The Night Lives On – New Thoughts, Theories and Revelations About the Titanic. New York : HarperCollins, 1986, pp. 168, 169, 172, 249, 268 ha 270 (ISBN 978-0-688-04939-3)
  2. (en) Sterling, Christopher H.. Military Communications – From Ancient Times to the 21st Century. Santa Barbara : ABC-CLIO, 2007, p. 209 (ISBN 978-1-85109-732-6) ; gouloù okshidrek : gouloù kenderc'het dre c'henel ur flammenn gant ur meskaj hidrogen hag oksigen evit tommañ ur granenn raz-bev (CaO) betek ma rofe gouloù splann-kenañ.
  3. (en) 'Lamp Signalling B @ Royal Canadian Corps of Signals. Kavet : 19 Ebr 24.
  4. (en) Priestley, R. E.. The Signal Service in the European War of 1914 to 1918 (France). Chatham : MacKay & Co, 1921 • En-linenn. Kavet : 19 Ebr 24.
  5. (en) Galvin, Kevin (2002). Battle Management Language: History, Employment and NATO Technical Activities, p. 7 @ NATO/OTAN. Kavet : 19 Ebr 24.
  6. (en) 'Visual Signalling in the RCN @ Royal Canadian Navy. Kavet : 19 Ebr 24.
  7. Isruz (IR) er skalfad tredanwarellek : 700 nm ≤ λ ≤ 1 mm ha 300 GHz ≤ F ≤ 430 THz.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.