Le Rosier de madame Husson (Rozeg an Itron Husson e brezhoneg) zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, embannet e 1887.
Da gentañ e voe embannet er gelaouenn Nouvelle Revue e Mezheven 1887. Bloaz goude e voe adembannet el levr heñvelanvet Le Rosier de madame Husson (dastumad).
Emañ an daneveller o tegouezhout e Gisors, e Normandi. Mont a ra da di ur c'hamarad kozh hag a gont dezhañ istor Isidore.
An itron Husson, e kêr, zo ur vaouez devot a zo o klask ur plac'h vertuzus da vezañ rosière (rozegez), met ne gav hini. Neuze e vo klasket ur paotr: hennezh e vo Le Rosier de madame Husson.
Implijet e voe an danevell gant ar sonaozour saoz Benjamin Britten da sevel e fentc'hoarigan Albert Herring , libretto gant Eric Crozier a lakaas an istor da c'hoarvezout e Bro-Saoz.