Leda hag an alarc'h zo un dodenn gozh el livouriezh, brudet abaoe ar XVIvet kantved, deuet eus ur vojenn eus Hellaz kozh.
Leda a oa gwreg Tindareos, roue Sparta. Dont a rae Zeus, e stumm un alarc'h da weladenniñ pe d'he gwallañ. Daou vab gevell he devoe Leda, Kastor ha Polideukes, an Dioskured.
Hervez un doare nevesoc'h eus ar vojenn e tougas war un dro Helena ha Polideukes, bugale da Zeus, ha Kastor ha Klitemnestra, bugale d'he gwaz. Hag e tozvas daou vi ma oa pep a zaou vugel.
Hervez un doare all c'hoazh e oa Helena merc'h da Nemesis, doueez an drouziwezh, a ranke kouezhañ war choug ar re a c'houzañve diwar lorc'h Hubris.
Er XVIvet kantvede oa dereatoc'h diskouez ur vaouez oc'h embarañ gant un alarc'h eget gant ur gwaz. Dañjerus e vije bet zoken en amzer an Azginivelezh.
Arouez kalc'h ar gour eo pigos an alarc'h.
Meur a livour en deus taolennet ar vojenn :
Leonardo da Vinci a grogas d'ober studiennoù e 1504 evit ullivadur, ha ne grogas ket gantañ da vat, ma vije gwelet Leda en he c'hoazez gant he bugale.
E 1508 avat e livas un daolenn all diwar-benn ar vojenn ma weled Leda en he sav, hag enhe noazh, o flourañ an alarc'h, gant an daou goublad gevelled, ha melloù kloroù vioù torret. Aet eo an daolenn da goll, marteze distrujet, gant al livour e-unan pe gant unan all, met anavezet eo dre veur a eillivadur.