Ken kozh ha diwezh an Xvet kantved goude J.-K. e seblant bezañ ar skrid brezhonek koshañ, nemet ne gaver ket ur wir destenn a-raok kreiz ar XVvet kantved a c'hell bezañ renket evel roudenn gentañ al lennegezh vrezhonek. Gant Arzel Even[1] ha Yann-Ber Piriou[2] ez eo bet sachet an evezh war ar fed m'eo bet kollet kazi an holl dornskridoù brezhonek savet a-raok donedigezh ar moullañ. Al lennegezh vrezhonek kollet eo anv ar yoc'h a skridoù lennegezh a c'heller goulakaat ez eus bet anezho er Grennamzer.
Dre forzh studiañ ar spisc'herioù e henvrezhoneg ez eus bet kavet e voe stummoù koshañ d'ar gerioù brezhonek [3] a gaver e lod dornskridoù latin, ar re-se savet evit bastañ da ezhommoù ar venec'h peurvuiañ, pe evit pourveziñ un displegadenn, pe lakaet er marzh evit plijadur ar skriver. Kantadoù a c'herioù zo bet studiet gant Joseph Loth[4] ha Léon Fleuriot, met n'heller ket gouzout eseurt tud a implije ar brezhoneg a-zindan, ur yezh teknikel memestra.
Ne gaver ket testennoù brezhonek hiroc'h eget un hanter frazenn a-raok deroù ar XIVvet kantved, ha pa vez anv eus mare an henvrezhoneg n'heller ket lavaret ez eus testenioù eeun eus ul lennegezh vrezhonek. Koulskoude e seblant da lod arbennigourien e c'hellfe bezañ bet ur varzhoneg-kañv en enor d'ar roue Yezekael, un droidigezh diwar ur marvnad savet e brezhoneg, evel ma rae Kembreiz eus an oberennoù-se.
Pa gaver skridoù brezhonek eus ar XIVvet kantved betek ar XVIIvet kantved savet gant gwerzaouerien gouiziek-tre oc'h implij an enklotennoù e c'heller bezañ sur ma voe desket an teknik arzel-se un tamm a-raok. Kadarnaet eo gant menegoù ar citharista Cadiou hag ar joculator Pontellus, war dielloù sinet gant Hoel II, kont Kerne, e kreiz an XIvet kantved pa greder e veze ar sonerien-se o tibunañ pezhioù kanet e yezh ar vro. E (1165) e skrivas Marie de France he lae Eliduc, 1 184 gwerzenn ennañ, a grog dre ar poz-mañ : D'un mut ancïen lai Bretun / le cunte e tute la reisun / vus dirai, si cum jeo entent / la verité mun esciënt. ("Emaon o vont da zibunañ didro ul lae brezhon hen-meurbet, hag e gontañ a rin evel em eus e zesket, hep kemmañ tra pe dra ennañ." [5]. hag e weler un nebeud gerioù brezhonek en he laeoù-dezhi.
Pinvidik-kenañ e seblant bezañ bet al lennegezh vrezhonek dre gomz diouzh gwelet ar pezh a zo deuet betek ennomp, hag arroudoù sonioù pe kontadennoù a seblant bezañ bet oberennoù skrivet en a-raok. En XIXvet kantved ez eur bet krog da zastum ar binvidigezh-se. Unan eus ar re gentañ eo bet Théodore Hersart de La Villemarqué gant e zastumad Barzaz Breiz (1839, 6vet embannadur e 1867) a reas berzh bras en e vare hag a ra c'hoazh. Dastum a reas danvez kanet (gwerzioù, sonioù, ha kanoù relijiel).
Digoret e oa an hent evel-se da dud all evel Fañch an Uhel a zastumas ivez kontadennoù, Gab Milin, Pengwern... Tostoc'h ouzhimp e voe François Cadic, Iwan an Diberder Loeiz ar Floc'h, (Maodez Glanndour), Donatien Laurent ha Yann-Fañch Kemener, ha dreist-holl ar gevredigezh Dastum hag an holl re a zo bet bodet en-dro dezhi[6].
Un nebeud gwerzennoù war marzh un dornskrid a ya d'ober an oberenn lennegel vrezhonek kentañ, un tammig eus ur ganaouenn garantez ma kavas emsav dezhañ stlepel war ar parch Ivonet Omnes, un eilskriver hag en deus lezet e anv, war-dro 1340. Ne ouzer ket kalz muioc'h, nemet ez eo bet savet ar varzhoneg evit ar c'han-se hervez reolennoù strizh ar gwerzaouiñ dre enklotennoù.
Kentañ testenn lennegel hir a-walc'h ha kentañ skrid brezhonek moullet eo an Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff[7], hag ar barzhoneg, 547 gwerzenn ennañ, a ra dave d'un diougan, a ziskouez ur bloavezh, 1450, met ne c'heller ket gouzout ma ne oa ket bet un doare skrivet ene-raok[8].
Un dornskrid a-bouez eo Buez santes Nonn hac e map Deuy, ur pezh-c'hoari 2 100 gwerzenn ennañ hag a voe eilet etre 1480 ha 1500 ; furmoù koshoc'h anezhañ a c'hellfe bezañ. Elfennoù danvez Breizh zo ennaén, a gadarna ar fed ma voe-eñ sichenn ar sevenadur keltiek a rene e Breizh, pa chome troet ouzh ha amezeien tramor[9].
Pan erruas ijinadenn ar moullañ e Breizh-Izel e voe implijet evit testennoù brezhonek ken abred ha 1499 evit sevel ar geriadur kentañ e digelezh Breizh hag e rouantelezh Bro-C'hall, ar C'hatolicon, moullet e Landreger.
Al lennegezh dre skrid vodern a c'heller lakaat da gregiñ en an XIXvet kantved, pa ne gaver nemet pezhioù-c'hoari kelennadurezh kristen pe flemmskridoù en tri c'hantved kent. Barzhoniezh, boulc'het an hent gant Aogust Brizeug[10], a zo bet an doare-lennegezh prizietañ e-pad pell, pa n'eo ket klotennaz hepken. Met dizingal e voe an awen e-touez ar varzhed o tispenn roudoù ar saverien disanv a spurmanter e Barzhaz Breizh. Yann-Vari ar Skourr, Fañch an Uhel ha Narsis Kelien o doa savet un oberenn vihan a-feson, pa voe savet gant kalz a veleien kantikoù gwerzaouet e-leizh hag ken abred ha 1845 ec'h embannas Yann-Vari ar Joubiouz barzhonegoù a gristeniezh koulz hag a vrogarantez.
Skridoù komz-plaen zo bet, un nebeud hepken avat. Skrivañ a reas Yves-Marie Gabriel Laouenan ar romant kentañ, Kastel Ker Iann Koatanskour e 1830, met ne gredas ket e lakaat embann[11]. Berzh a reas Emgann Kergidu, ur romant istorel skrivet gant er beleg Lan Inizan e 1877 (levrenn gentañ) ha 1878 (eil levrenn).
Muioc'h a verzh a yeas gant al levrioù brezhonek e tro ar c'hantved, evel an teskadoù barzhoniezh (Taldir) ha skridoù diduiñ evel kontadennoù modern ha mod-kozh savet gant Yann ar Floc'h, Ivon Krog pe Erwan ar Moal] (Dir na Dor).
Goude ar Brezel-bed kentañ e weler skridoù awenet-mat. An embannadenn lennegel gentañ a zo roet lañs dezhi gant Tangi Malmanche, a sav pezhioù-c'hoari ha misterioù a live uhel. Siwazh, e-unan emañ d'an ampoent-se.
Eus tu ar varzhoniezh e ranker menegiñ Ar en deulin, un dastumadenn barzhonegoù gant Yann-Bêr Kalloc'h, bet embannet goude ar brezel. Goude ar brezel ivez e teuas ur bagad tud bodet en-dro da luskad Gwalarn kaset gant Roparz Hemon. Fellout a rae dezho sevel ul lennegezh vodern digor war ar bed. Ur bern troidigezhioù a voe graet, hag oberoù a live uhel-mat. Menegomp skrivagnerien evel Jakez Riou, Youenn Drezen, Langleiz, Fañch Elies (Abeozen), Frañsez Kervella (Kenan Kongar), Fant Rozeg (Meavenn) a-douez re arall.
Levezon Gwalarn a chomas kreñv goude an Eil brezel bed. Re hir e vefe menegiñ an holl skrivagnerien ar rummad-se a roas ul lennegezh puilh evit un niver a lennerien a chome izel. Ret eo reiñ lod anvioù koulskoude : Ronan Huon, Jarl Priel, Per-Jakez Helias, Per Denez... hep disoñjal Anjela Duval, ur beizantez paour, bet savet ganti barzhonegoù hep o far.
Da heul ar rummad-se eo aet al lennegezh vrezhonek war liesaat, gant skrivagnerien niverus hag awenet gant danvezioù a bep seurt ha nevez (evel ar moliac'h hag ar skiant-faltazi), daoust ma chom bras lod ar varzhoniezh hag an danevelloù berr.
Puilh eo an danvez kinniget gant tud evel Mikael Madeg pe Yann Gerven. Talvoudus e chomo moarvat dastumadegoù danevelloù Goulc'han Kervella evel Lara hag oberennoù Tudual Huon.
N'eus bet studi skolveuriek ebet a-raok tezenn Anatol ar Braz war un domani lennegel strizh, hini ar c'hoariva brezhonek, a-raok an XIXvet kantved.