Les Fleurs du mal ("Bleunioù an droug") zo anv un dastumad barzhonegoù gant ar barzhgallCharles Baudelaire, ennañ an darn vuiañ eus e werzennoù, adal 1840 betek e varv e dibenn miz Eost 1867.
Embannet e voe al levr d'ar 25 a viz Mezheven1857, ha trouz bras war e dro. Ha prosez, ma voe tennet 6 pezh anezhañ. Adembannet e voe doareoù disheñvel anezhañ e 1861, 1866 ha 1868. E 1949 hepken e voent aotreet.
Unan eus oberennoù meur ar varzhoniezh eo al levr, hag oberenn vrudetañ e aozer. Bleunioù an droug, e zastumad barzhonegoù brudetañ, peuzklok an droidigezh vrezhonek anezhañ, a gaver el levr Krefen Yuzaz embannet gant Koulizh Kedez (An Diaoul Dieub, 2012, pp. 8-96). Barzhonegoùigoù e komz-plaen ha Va c'halon lakaet en noazh a gaver da heul.
E-touesk an dodennoù emañ ar spleen (ar velkoni), ar mazoc'hegezh, ar gwad, an amzer o tec'hel, ar c'houlzoù-amzer, ar c'huzh-heol, an noz, al loar, ar marv, ar c'housk, an islonkoù, ar maouezed, ar c'hizhier, an naeron, ar feiz relijiel, ar melezourioù, ar mor, ar varzhed, an ankoun (aroueziet gant al Lete).
Dastumad Bleunioù an droug, a gaver troet an darn vrasañ anezhañ gant Koulizh Kedez : 58 pezh diwar 127 an dastumad kentañ, 6 pezh diwar 16 eus an "Advleunioù (Peñseoù)", ha tri fezh diwar 12 eus an "Eiladvleunioù (1868)". 67 pezh diwar 155, etre tout.
Levr Krefen Yuzaz embannet (An Diaoul Dieub, 2012, pp. 8-96) ; Un dibab eus Barzhonegoùigoù e komz-plaen hag eus Va c'halon lakaet en noazh a gaver troet da heul.
II - Ar morc'hup
IV - Kenglotennoù
X - An enebour
XIII - Termajied war vale
XIV - An den hag ar mor
XVII - Ar gened
XXI - Meulgan d’ar gened
XXII - Frond a-bell-vro
XXIII - Ar greouichenn
XXV - Ar bed a-bezh a lakfes e banell da wele
XXVII - E-barzh he gwiskamant gwer-kregin gwagennus
XXIX - Ur c'hoann
XXXII - Un nozvezh ma’z edon ouzh ur Yuzevez vrizh
XXXIII - Morc'hed dalif
XXXIV - Ar c'hazh
XXXVI - Ar pondalez a-ziavaez
XXXVII - An hini satanazet
XXXIX - Ar werz-mañ a roan dit
XL - Semper eadem
XLI - En he fezh
XLVII - Kendonerezh an abardaez
XLVIII - Al lestrig
XLIX - Ar pistri
L - Amzer goc'hennet
LII - Al lestr mistr
LIII - Ar bedadenn d’ar veaj
LV - Kaozeadenn
LVI - Kanenn ar marv-amzer
LXII - Mœsta et errabunda
LXIII - An teuz LXIV - Sonedenn dianeost LXVI - Ar c'hizhier LXVII - An touded LXXII - An den marv drev LXXIII - Tonell an Onglenn LXXIV - Ar c'hloc'h groilhet LXXVIII - Hirnezh LXXIX - Albac'henn LXXX - Blaz an amva LXXXIII - An heaotontimoroumenos LXXXVII - An heol LXXXVIII - D’ur gochennegez blev ruz LXXXIX - An alarc'h XCIII - D’un dremeniadez XCV - Digor-noz an abardaez XCVI - Ar c'hoari XCVIII - An doug d’ar gaou C - Plac'h he c'halon ledan a c'hore ennoc'h gourvenn CI - Lusennoù ha glavijer CIII - Serr-noz ar beure CVI - Gwin an drouklazher CVII - Gwin an digenveziad CIX - Ar gwastadur CXI - Maouezed kollet CXII - An div seurez CXIV - Dameg CXIX - Havel ha Qain CXX - Orogelloù da Satanaz