Leyte

Leyte, en enezeg Filipinez

Leyte zo unan eus inizi Filipinez, en enezeg Visayas. Emañ er mervent da enez Samar hag en norzh da enez v-Mindanao.

Ar seizhvet enezenn vrasañ eo e Filipinez, e-keñver ment, p’en em astenn war ur gorread a 7 367 km². Poblet eo gant 2 188 295 a annezidi (e 2010). Tacloban eo ar gêr vrasañ. Evit ar velestradurezh eo rannet an enezenn etre div broviñs : Leyte ha Leyte ar Su. Annezet eo gant div boblad tud, a gomz yezhoù disheñvel : sougbouaneg er su hag er c’hornôg, ha winarayeg en norzh hag er reter.

Er c’hornôg d’an enezenn emañ pleg-mor Leyte, ul lec’h ma voe emgannoù taer e-pad an Eil Brezel-bed etre armeoù Japan hag ar Stadoù Unanet.