Lezenn Kembre

Lezenn Kembre (kembraeg :Cyfraith Cymru ; saozneg : Welsh Law) zo ul lodenn emren eus Lezenn Bro-Saoz, aozet gant al lezenn votet gant ar Senedd evit Kembre.

Ul lodenn eo eus reizhiad lezennel Bro-Saoz ha Kembre, unan eus an teir reizhiad a zo en implij er Rouantelezh-Unanet. Abalamour d'an Dereadur (Datganoli i Gymru) e 1998, emañ Lezenn Kembre o pellaat diouzh Lezenn Bro-Saoz dre al lezennoù votet gant ar Senedd, dre ma c'hell hennezh lezenniñ war tachennoù nann-miret.

Abaoe Akt Gouarnamant Kembre 2006 e krou ar Senedd lezennoù, ha pep hini anezho zo anvet Akt Senedd Cymru. Pa oa bet votet Muzul adframmañ NHS Kembre e 2008 e voe ar wezh kentañ abaoe 500 vloaz ma oa bet savet ul lezenn e Kembre, pa oa bet kemeret lelc'h Cyfraith Hywel, ur stumm eus al Lezennoù Keltiek, gant Lezenn Bro-Saoz dre Akt Lezennoù Kembre e 1535 ha 1542 dindan ren ar roue Herri VIII.