Ul lise zo ur skol eil derez hag a deu goude ar skolaj. Dont a ra ar ger eus ar ger gallek lycée, deuet eus al latin lycaeum.
En Aten, er 5vet kantved kent JK, e-kichen templ Apollon Lukaios (Apollon eus Likia) e kustume diskibled Aristoteles en em vodañ evit selaou e gentelioù. Aozet e oe ur skol brederouriezh wir gant Theophrastos, unan eus an diskibled. Dindan ar furm latin Lycaeum eo aet an anv latin pe azazaet d'ar yezhoù lec'hel d'ober anv an ensavadurioù deskadurezh evit ar grennarded.
E Bro-C'hall e vez anvet lise an ensavadur deskadurezh digor d'ar grennarded, eus an eilvet klas d'ar c'hlas diwezhañ. Ar ger gallek a zo aet e brezhoneg dindan ar furm azazaet "lise" hag ul lisead eo anv ar c'hrennar a ya d'ober e studi e-barzh. Deskadurezh an eil derez aaambles gant deskadurezh ar skolajoù eo e-keñver deskadurezh ar c'hentañ derez roet er skolioù evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz.