Liège-Bastogne-Liège zo ur redadeg war varc'h-houarn bet krouet e 1892 e Belgia gant ar Pesant Club Liégeois hag al Liege Cyclist Union, ar pezh a ra dezhi bezañ an hini goshañ e-touez ar redadegoù a vez dalc'het an deiz a hiziv c'hoazh. Ken digompez ma'z eo an 260 km a ya d'hec'h ober m'he deveze tapet ar vrud da vezañ ar genstrivadeg ziaesañ redet en ur ober un devezh. Da gentañ-penn e oa sañset mont d'ober rakredadeg Liège-Pariz-Liège, ar pezh a voe dilezet gant an aozerien.
Kent bezañ perzh eus an UCI World Tour e veze enskrivet e deiziadur Kib ar bed marc'h-houarn war hent gwechall.
Gant Eddy Merckx e oa aet ar maout pemp gwech (ar rekord an hini eo) etre 1969 ha 1975.
E-kichen anv an tri gounideg gall
e vez kavet hini ar Breizhad Bernard Hinault, aet ar amout gantañ e 1977 ha 1980.
Bastogne zo ur gêr 90 km er su da Liège, tostik-tost ouzh harzoù Luksembourg. Tremen a ra ar redadeg dre dolzennad Ardenne bet troc'het flondrennoù don enni gant an Ourthe ha hec'h adstêrioù.