Al Llanos (distaget [ˈʎanos] pe [ˈʝanos] e spagnoleg) zo kompezennoù bras-bras e norzh Suamerika. Redek a ra ar stêr Orinoco drezo.
El Llanos emañ :
Al Llanos zo gorreennoù plat ma kresk geot hepken peurvuiañ. Diazezet eo ekonomiezh ar c’hornadoù-se war ar sevel chatal hag ar c’has eoul-maen en ul lodenn anezho, e rannvroioù Arauca, Casanare, Anzoátegui, Apure ha Monagas.
Llaneros a reer eus annezidi al Llanos. Kalz anezho zo paotred-saout war varc'h, un tamm evel ar re a zo er Stadoù Unanet (cowboys) pe en Arc'hantina (gauchos). Kontet int da vezañ marc'heien ampart.
Joropo a reer eus doare sonerezh al Llanos.