Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv-bihan | Loeiz ![]() |
Anv-familh | Henrio ![]() |
Deiziad ganedigezh | 27 Gen 1879 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Lannarstêr ![]() |
Deiziad ar marv | 22 Mae 1953 ![]() |
Lec'h ar marv | An Alre ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg ![]() |
Penalty | indignité nationale ![]() |
Micher | istorour, barzh, skrivagner ![]() |
Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944) ![]() |
Relijion | Iliz katolik roman ![]() |
Oberenn heverk | Dihunamb ![]() |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek ![]() |
Ezel eus | Kevredigezh Vroadel Breizh, Unvaniez Arvor ![]() |
Loeiz Herrieu, Louis Henrio, ganet d'ar 27 a viz Genver 1879 e Lannarstêr (ul lodenn eus Kaodan er mare-se), Bro-Gwened, Mor-Bihan, marvet d'an 22 a viz Mae 1953, en Alre, Bro-Gwened, Mor-Bihan. Mab labourerion-douar, brezhonegour a-vihanik, derc'hel a reas an douar e Lannarstêr hag en Henbont. Labourer-douar, barzh, skrivagner ha kazetenner brezhonek, ha brogarour breizhat.
Ganet e oa bet e Lannarstêr er Morbihan, d'ar 27 a viz Genver 1879 ha marvet d'an 22 a viz Mae e 1953 en Alre. E anv e marilh an ti-kêr a oa Louis Henrio. Herrieu a oa ur skrivagner gwenedek. Lesanvet e oa “Er Barh Labourer”, ar barzh labourer. Mab ul labourer-douar e oa. Ar gwenedeg a veze e yezh abaoe ma oa bihan. Anvet eo bet Skol Diwan An Oriant skol “Loeiz Herrieu” e 2003. Anvioù-pluenn en devoa : Ab Guenel, Er Barh Labourer, Er Boulom Uisant, Er Bugul Gunthiern, Estik er Goh-Ker, Fetekour, Louis du Cosquer, M.I ( evit Mab Izabel ), L. er Rouzig, pe c’hoazh Er Voualh Argant.
Embann a reas ar gazetenn Dihunamb evit ar wech kentañ e 1905 gant sikour Andrev Mellag. E Dihunamb e kaver pennadoù a bep seurt, rolloù gerioù brezhoneg mat, sonennoù kozh, krennlavarioù, sorbiennoù ha kuzulioù mat evit al labourerien-douar. E vignoned a oa Yann-Ber Kalloc'h, Roperzh ar Mason ha Zavier Langleiz.
Dimeziñ a reas d'an 11 a viz Genver 1910, gant ur plac’h yaouank eus Langedig, Loeiza er Meliner hec’h anv (« Vedig an Evel »).Bet o deus daou paotr unan anvet Meriadeg Herrieu hag a zo beleg ha skrivet gantañ ur geriadur, hag e eil mab a zo Armel Herrieu, labouret en deus evit gouel etrekeltiek an Oriant. Loeiz 'zo bet isofiser e-pad brezel bed 1914-1918. Kendalc'het en deus etre an daou vrezel bed d'ober e labour : un dastumadeg eus traoù Breizh, aozañ kenstrivadegoù e brezhoneg e-barzh ar skolioù, hag evel-just kendalc'het en deus gant e gazetenn “Dihunamb”. Aozañ a reas gant Yann Vari Frañsez Jakob hag André Mellac, gorsedd Lokmariaker.
Rebechet ez eus bet dezhañ gant souverenisted c'hall zo bezañ bet skrivet pennadoù a oa enep-yuzev e-kerzh ar brezel, ha gant gwir abeg. Evelkent e ranker lakaat ar soñjoù-se e-keñver ar soñjoù a rene d'ar c'houlz-se, o c'houzout e oa Loeiz Herrieu ul lenner reoliek eus ar gazetenn gatolik La Croix hag a vounte seurt siklezonoù enep-yuzev e pennoù an dud a-raok ar brezel, da goulz Afer Dreyfus, koulz hag e-pad ar brezel diwezhañ. Ne rae Herrieu ken nemet restañ e bater war-lerc'h unan all. Ar gazetenn-se, hag a zo bet tremenet da genlabourerez stad Vichy, a zo anezhi c'hoazh en deiz a hiziv ha ne rebecher ket kalz a dra dezhi. Kazetenn an Iliz Katolik gall e oa, hag ez eo c'hoazh. Kaset e veze ar mennozhioù-se en-dro dre hengoun an Iliz abaoe sened-iliz Latran e 1215 (Daoust ha ne oa ket ar bobl yuzev an hini he devoa lazhet ar C'hrist ? a lavarent). Daoust d'ar skridoù divalav-se, n'heller ket renkañ Loeiz Herrieu e-touez an nazied. An 31 pennad a vez rebechet dezhañ a ranker lakaat keñver-ha-keñver gant e oberenn war he led. Pa reer se, e taoler pled ez eo bet hemañ un den a-bouez evit ar vro en e amzer. Rankout a reer kaout doujañs ouzh e oberenn hollek a voe ur gaer a hini, a roas c'hoant da veur a Wenedour da virout ha da labourat rannyezh Gwened.
Er bloaz 1905 e voe moulet niverenn gentañ Dihunamb, ur gelc’hgelaouenn viziek a zo deuet er-maez betek miz Eost 1944. Savet eo bet ar gazetenn-mañ a-benn dihuniñ brezhonegerien Bro Gwened evit diorroiñ muioc’h al lennegezh vrezhonek.
Ur bern pennadoù en deus skrivet e kelaouennoù all. Sellit ouzh Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien savet gant Lukian Raoul, Al Liamm, 1992.