Lorenzo Hierrezuelo

Lorenzo Hierrezuelo la O, ganet en El Caney d'ar 5 a viz Gwengolo 1907 ha marvet e La Habana d'ar 16 a viz Du 1993, a oa ur soner trova kuban, kaner ha sonaozer.

Kanañ a reas gant tri den a bouez e sonerezh Kuba.

Diouzh e neuz e weled e oa a orin karib, an Indianed kavet en enezenn gant ar Spagnoled e deroù ar XVIvet kantved, ha lazhadeget goude. E vamm-gozh a oa eus ar bobl Ciboney. Mab ha niz e oa da sonerien, ha maget e voe en ur bed a sonerezh-pobl. Da zek vloaz e kane e Santiago de Cuba; da drizek vloaz e savas un triad gant daou vignon: hag int da La Habana. Kanañ a raent en ostalerioù ha tier tud pinvidik[1],[2].

Pa zistroas an daou vignon all da Oriente, en em gavas Lorenzo gant María Teresa Vera, hag e 1937 e stagas da ganañ ganti.

Goude e kanas gant Compay Segundo (anv-micher Francisco Repilado), en daouad Los Compadres; pa'z eas Repilado kuit e viras anv an daouad da ganañ gant e vreur Reinaldo Hierrezuelo, lesanvet Rey Caney.

E c'hoar Caridad Hierrezuelo a oa kanerez guaracha .

Los Compadres a reas troiadoù e broioù Kreisteizamerika, ha tri bloaz e chomjont e Perou.

Goude berzh ar film Buena Vista Social Club, ma ne oa lec'h ebet evitañ, e krouas Lorenzo ar Vieja Trova Santiaguera.

Ur bern sonioù en deus savet, koulz bolero evel guaracha, evel Barbarita tiene novio, Cantando mi son yo me muero, Caña quema, Culpable no soy, El hule de Tomasita, Ese palo tiene jutía, Mal tiempo, Mi son oriental, Rita la caimana, Sarandonga.

  1. Linares, María Teresa 1981. La música y el pueblo. La Habana, Cuba. p102
  2. Orovio, Helio 2004. Cuban music from A to Z. Duke University, Durham NC; Tumi, Bath. p111