Louis Guilloux (15 a viz Genver 1899 e Sant-Brieg - 14 a viz Here 1980 idem ) zo ur skrivagner breizhat gallek. Sokial ha realour eo e oberenn, evel e romant brudetañ Le sang noir.
Mab e oa da Louis Marie Guilloux, botaouer e Sant-Brieg ha stourmer sokialour, ha da Philomène Marmier. E 1924 e timezas gant Renée Juliette Tricoire e Toloza.
Taolenniñ a ra en e levrioù ar stourmoù sokial ha politikel e-barzh danevelloù e Breizh peurliesañ. E La Maison du Peuple tennet diouzh e eñvorennoù bugaleaj, stourm ur c'here anvet Quéré a lak anezhañ da goll pratikoù. Dont a ra a-benn da sevel ur gevelouri avat. E Le Sang Noir', diskuliañ a ra Cripure, kelenner e 1917 en ur gêr a c'halfe bezañ Sant-Brieg, plegenn ur yaouankiz aberzhet d'ar brezel.
Mignon e oa da galz tud a lizher : Georges Palante, Jean Grenier, Max Jacob, Albert Camus, André Malraux, Jean Guéhenno,
Troet en deus ivez skrivagnerien saoznek evel Margaret Kennedy, Claude McKay, John Steinbeck, Margaret Kennedy ha C. S. Forester.
Troet e oa bet e romant La maison du peuple dindan ditl Ti ar bobl gant An Here.
E anv zo bet roet da straedoù e Sant-Brieg, Roazhon, Naoned, d'ur skolaj e Moñforzh. Krouet eo bet ar Prix Louis Guilloux gant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor.