Ul lugan zo ur youc'hbrezel, ha n'eo ket ur c'han.
Graet e vez ar ger-se ivez, ha dreist pep tra, eus ar frazennoù a vez savet, pe goveliet, da lakaat e penn an dud, dezho da gompren ur wirionez ofisiel bennak, da grediñ enni, pe da zerc'hel soñj anezhi.
Implijet e vez al luganoù er politikerezh, er relijion hag er c'henwerzh, da gendrec'hiñ an dud. Ul lugan mat eta a zo ur seurt diskan berr, aes da gompren, da gounaat, ha da adlavarout. Tennañ a ra a-wechoù d'ur c'hrennlavar, pa c'hoari gant ar c'hlotennoù.
Dont a ra ar ger lugan war un dro eus ar ger saoznek "slogan", a deu eus ar ger gouezelek (eus Skos) sluagh-ghairm (distaget ['slʊə-x'erəm]), hag eus ar ger gouezelek-se, diwar veskañ kan ha garm.
Bretagne colonie. Lugan UDB er bloavezhioù 1960-70.
Fañch Broudig ganeomp. Dre fent, er manifestadegoù evit ar brezhoneg.
Gwelloc'h ar vuhez gant ar sosialisted. Lugan ar PS gall e brezhoneg e 1980-81.
Un arched da bep archer. Lugan a c'hall bezañ komprenet pe evel ur galv d'ar muntr, pe evel ur soñjezon diwar-benn gwir pep hini da gaout pevar flanken.
Ein Volk, ein Reich, ein Führer ("Ur bobl, ur vro, ur rener" — Lugan nazi. A zo bet adimplijet da zeskrivañ stad yezhoù Bro-C'hall Ein Volk, ein Reich, eine Sprache ("ur bobl, ur vro, ur yezh")
¡El pueblo unido jamás será vencido!. Unan eus luganoù brudetañ ar bed spagnolek, deuet da vezañ ur ganaouenn brudet-mat gant ar strollad Quilapayún. E brezhoneg : Ar bobl unanet, biken ne vo trec'het.
No pasarán ("ne dremenint ket"). Ul lugan spagnolek all, brudet da vare Brezel diabarzh Spagn.
ETA Herria zurekin. ("ETA, ar bobl zo ganit"). Lugan en Euskadi war-dro 1980.
Hasta la victoria siempre. Unan eus luganoù Che Guevara.
Los Borbones a los tiburones (ar Vouboned d'ar rinkined). Lugan eneproueelour spagnol.
Tredan hag ar Soviedoù. Lugan Lenin, war an diwezhadoù.
One man, one vote (un den, ur vouezh), lugan implijet er SUA, e Norzhiwerzhon hag a nevesoc'h zo e Suafrika a-enep an Apartheid hag evit ingalded etre an dud wenn hag an dud du.
Evel luganoù e oa ar c'hatekiz desket dre an eñvor, e stumm goulennoù ha respontoù, evel ma vez desket ar C'horan e skolioù islamek Pakistan pe Londrez, pe ar varksouriezh e skolioù Kuba.
E Breizh e veze distreset ar c'hatekiz dre fent: -C'hwi zo kristen? -Ya peogwir n'on ket ur c'hi bihan. Ar respont mat a oa, evel-just, peogwir on bet badezet.
Desket e vez, hiriv c'hoazh, an taolennoù lieskementiñ er skolioù war don goulennoù ha respontoù ar c'hatekiz kozh.
Coca-Cola refresca mejor. Luganoù Coca-Cola zo bet lakaet en holl yezhoù, ma c'haller krediñ ne eve ket an dud a-raok an ijinadenn-se.
Guinness is good for you.
Du pain, du vin, et du Boursin. Evit gwerzhañ fourmaj, met efedusoc'h e oa marteze evit gwerzhañ gwin.
More Doctors Smoke Camels than any other Cigarette (muioc'h a vedisined a vutun C... eget n'eus forzh pe tore sigaretennoù all).
Omo est là la saleté s'en va (Omo zo en ti, ha kuit al loustoni). Da werzhañ ur soavon da gannañ.
Peurvuiañ e vezont disoñjet pa baouezont da vorodiñ ar pennoù, met garanet int en empennoù, evel al luganoù all, ha seul yaouankoc'h an empenn seul donoc'h ar merk.
Implijet e vez binvioù ar propaganda, hag al luganoù en o zouez, da levezoniñ emzalc'h an dud, ha dreist-holl evit ar yec'hed, pe enep ar vezventi, evel gant al luganioù-mañ:
Boire ou conduire, il faut choisir (Evañ pe bleniañ, ret eo dibab an eil pe egile)
An apple a day keeps the doctor away (Un aval bemdez a zalc'h ar medisin a-bell)
Drink a pint of milk a day (Evit ur pintad laezh bemdez)