Léon de Witte, deut da vout anvet Léon de Witte de Haelen adalek 1924 gant aotre ar roue Alberzh Iañ, a zo bet ganet d'an 12 a viz Genver 1857 en Elsene (Belgia) ha marvet d'ar 15 a viz Gouere 1933 e Meer (Belgia).
Milour, letanant-jeneral ha baron belgiat e oa.
E penn ar rannlu marc'hegerezh belgiat e voe lakaet pa voe savet e 1913. Trec'h e voe war an Alamaned en Emgann Halen e Belgia d'an 12 a viz Eost 1914 e deroù ar Brezel-bed kentañ.