MAC Modèle 1950 | |
---|---|
Ur bistolenn MAC Modèle 1950 | |
Kinnig | |
Bro orin | Frañs |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un ober |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum |
Produerien | Manufacture d'Armes de Châtellerault Manufacture d'Armes de Saint-Étienne |
Mare produiñ | 1953 - 1978 |
Mare servij | 1953 - 2000 (arme c'hall) |
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù) | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,860 kg |
Hirder | 195 mm |
Hirder ar c'hanol | 111 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Karger fiñv 9 c'hartouchenn |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar MAC Modèle 1950, anvet ivez MAC 50, MAS 50[1] pe Pistolet automatique de 9 mm modèle 1950[2] hervez hec'h anv ofisiel en arme c'hall, zo ur bistolenn un-ober implijet evel arm-dorn standart nesañ gant arme Frañs etre 1950 hag ar bloavezhioù 2000.
Goude fin an Eil Brezel-bed e krogas Frañs da reneveziñ armoù-tan standart hec'h armeoù. D'ar poent-se e veze graet gant armoù-dorn a bep seurt pourveziet gant ar Stadoù-Unanet (evel ar Colt M1911), tapet digant an Alamaned (Walther P38 da skouer) pe reoù bet standart a-raok ar brezel evel ar PA 35 kambret e 7,65 × 20 mm Long[1].
Ar MAS a ginnigas ur bistolenn diazezet war ar PA 35 ha kambret e 9 mm Parabellum, ur c'halibr en doa diskouezet bezañ efedus da vare ar brezel[2] hag a veze dibabet gant kalz broioù eus an AFNA nevez-savet. Asantet e voe ar bistolenn gant an arme e 1950 ha kemer a reas plas an armoù kozh tamm-ha-tamm.
Abalamour e oa paket ar MAS gant produiñ ar MAS 49 d'ar poent-se e voe fiziet al labour er MAC e Châtellerault. 221.900 skouerenn eus an arm a broduas etre miz Meurzh 1953 ha miz Even 1963. Goude-se e voe kendalc'het gant ar produerezh e Saint-Étienne, ha 120.000 skouerenn a voe savet eno etre miz Du 1963 ha miz Ebrel 1978. Servijout a reas an arm e-pad brezelioù Indez-Sina hag Aljeria. Arm-dorn standart an Archeriezh vroadel e voe ivez[2].
Kemeret e voe he flas gant ar PAMAS G1 (stumm gall ar Beretta 92) en arme adalek 2000, met implijet e vez c'hoazh gant unvezioù 'zo e Bro-C'hall. Implijet e vez gant broioù afrikan evel Maroko pe Aod an Olifant.