Maschinengewehr 08 | |
---|---|
Ur vindrailherez ponner Maschinengewehr 08 | |
Kinnig | |
Bro | Impalaeriezh alaman |
Mont en-dro | Mindrailherez ponner 4 soudard ret evit ober war he zro |
Munisionoù | 7,92 × 57 mm Mauser 7,65 × 53 mm Mauser 7 × 57 mm Mauser |
Produerien | Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken Arsanailh Spandau Arsanailh Erfurt |
Mare implij | 1908 - fin an Eil Brezel-bed] evit skouerennoù zo (en arme alaman) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 65 kg (hep an dour da yenaat ar wikefre) |
Hirder | 1.175 mm |
Hirder ar c'hanol | 721 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 2.000 m |
Lusk-tennañ | 450 da 500 tenn/mn |
Tizh o vont e-maez | 878 m/s |
Endalc'h | Bandennoù 250 kartouchenn (500 kartouchenn war ar stummoù savet er c'hirri-nij) |
Ar Maschinengewehr 08, berraet en MG 08, oa ur vindrailherez eus al lu alaman implijet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Ur stumm nevesaet eo eus ar vindrailherez Maxim savet e 1884 gant Hiram S. Maxim. A-hed ar Brezel bras e voe savet doareoù disheñvelik eus an MG 08. Implijet e voe evel mindrailherez ponner gant rannarmeoù soudarded. E fin ar brezel e veze implijet dreist-holl er fozioù-difenn hag er c'hreñvlec'hioù.
Anvet e oa bet ar Maschinengewehr 08 diwar 1908, ar bloaz ma voe lakaet da dalvezout an aotre da broduiñ ar Maschinengewehr 01. Al lusk-tennañ ne oa ket dres ar memes hini hervez an doare MG 08. Gouest e oa da dennañ etre 450 ha 500 boled dre vunutenn. Pourvezet e oa gant gourizadoù e lien[1], 250 kartouchenn war pep hini, kalibr 7,92 × 57 mm er stumm kentañ. Tennañ e-pad ul lajad amzer hir a lakae an arm da dommañ ; dre zour e veze yenaet. Un arm galloudus e oa, met dibosubl e oa da ziblasañ buan abalamour d'e bouez (ouzhpenn 65 kg, tost da 69 kg enni dour), ha pevar soudard a ranke implijout evit e vont en-dro. An MG 08/15 skañvoc'h a voe deveret anezhi e 1915.
Implijet e voe an MG08 e-pad an Eil Brezel-bed un tamm ivez abalamour e voe roet sa soudarded adarme ar Wehrmacht.