Macrocypraea zebra

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Macrocypraea zebra

Hoc'hig-mor roudenn
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Macrocypraea
Anv skiantel
Macrocypraea zebra
(Linnaeus, 1771)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Macrocypraea zebra a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Macrocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin ezlec'hel an hini eo.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Macrocypraea zebra o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all :

  • Cypraea zebra Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Cypraea exanthema Linnaeus, 1767 anv aet da get

Kregin brav ha bras eo an Macrocypraea zebra. Kavet e vezont etre 1 m ha 40 m donder dindan bloc'hadoù hag e frailhoù a reier e tachennoù ar mangrov alies e dour teñval, fankeg.

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 55 ha 84 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 30 mm gour, pe ramz, betek 133 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Macrocypraea cervinetta ha Macrocypraea cervus a zo daou spesad tost a-walc'h.

Kartenn al lec'hioù bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo memes hini ha Macrocypraea cervus evit an harz Norzh er meurvor Atlantel hag e Mor ar c'haraib war Aodoù ar Florida. An Harz Su a ya pelloc'h eget Macrocypraea cervus betek Su Brazil.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=419722(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)