Marginocephalia

Relegenn Chasmosaurus

Ar Marginocephalia (eus an henc'hresianeg margino, riblenn ha kephale penn ), zo ur gladenn dinosaored eus strollad an Ornithischia. Dinosaored daoudraodek ha pevarzroadek a oa anezhe. Geotdebrerien hepken e oant hag ar re gentidikañ o deus pep a gribell askornek strizh hag a--blaen astennet etrezek tu a-dreñv o c'hlopenn.

Ar Marginocephalia a ziwanas er Juraseg uhelañ hag a yeas da get penn-da-benn e diwezh ar C'hretase uhelañ e-pad an enkadenn K/P. Ar pep brasañ eus dinosaored ar gladenn-se a veve er pezh zo hiziv Azia hag Norzhmerika e-doug ar C'hretase. Diforc'hioù ment bras zo etrezo : lod eus ar Ceratopsia kentidik a dape nebeutoc'h evit ur metr e-skoaz ar re vrasañ eus ar Ceratopsidae anavezet evel an Triceratops a oa dezhe muioc'h evit 9 metr. Liesseurt e oa o morfologiezh ivez rak ar pep brasañ eus ar Pachycephalosauridae a oa loened daoudroadek mistr ha prim, dezhe ur penn tagosek, e-skoaz o c'hendirvi Ceratopsidae a oa lened pevarzroadek nerzhus ha postek, dehe ur c'hlopenn hir gant kerniel a-wezhioù pe bosoù askornek bras[1].

Kavout a reer e-touez ar Marginocephalia div gladenn ornithischia bras, ar Ceratopsia a zeuas o c'hribell da vezañ ur c'houzougenn askornek (ar furmoù nevesañ anezhe a oa kerniel ouzh kern o fenn ivez), hag ar Pachycephalosauria a zeuas o c'hribell da vezañ un doare bolzenn askornek er furmoù emdroet ar muiañ[2].


  1. D.B. Weishampel, P. Dodson, H. Osmolska, The Dinosauria (2nd edition), Berkeley, University of California Press, 2004, p. 880.
  2. D. E. Fastovsky & D.B. Weishampel, Dinosaurs, A Concise Natural History, Cambridge University Press, 2009, p. 379.