Maurice Garin

Maurice Garin
Gant e zorloer hag e vab e 1903

Maurice Garin a oa ur reder war varc'h-houarn italian.

Ganet e oa d'an 3 a viz Meurzh 1871 en Arvier, ur gumun italian e Traoñienn Aosta, ma komzed arpitaneg.
E 1901 e oa bet roet ar voadelezh c'hall dezhañ[1].

Gounezet e oa bet kentañ Tro Bro-C'hall gantañ e 1903.

Ne oa ket bet kanet ar memes oferenn e 1904. Erruet e oa e Pariz renket da gentañ ur wech ouzhpenn met divarrekaet e oa bet 29 reder abalamour da druchoù, ar pevar reder kentañ hag an holl c'hounideien tennad-hent en o zouez. Astalet e oa bet Maurice Garin e-pad daou vloaz.

D'an 19 a viz C'hwevrer 1957 ez eas da Anaon e Lens (Pas-de-Calais).

  1. (fr) Retronews