Mazarinettes a reer e galleg eus seizh nizez d'ar c'hardinal Jules Mazarin, ar ministr pennañ e Bro-C'hall e-pad yaouankiz ar roue Loeiz XIV. O degas a reas gant tri niz all eus Italia da Vro-C'hall er bloavezhioù 1647 ha 1653.
Klask a reas aozañ dezho dimezioù pinvidik gant priñsed galloudus en Italia pe e Bro-C'hall. Evit kendrec'hiñ noblañsed figus e voe roet madoù e-leizh d'an danvez paotred nevez.
Merc'hed da ziv c'hoar d'ar c'hardinal Mazarin, Laura Margherita ha Geronima, e oa an nizezed-se. Setu o anvioù :
Erruout a rejont e Bro-C'hall an eil war-lerc'h eben, hag int etre seizh ha trizek vloaz da neuze. Meur a abeg en devoa o eontr, ar c'hardinal Mazarin, d'o lakaat da zont da Bariz. Da gentañ e oa aet skuizh gant tud al lez c'hall, ha n'halle ket kaout fiziañs enne, hag a veze o klask noazout outañ. Fellout a rae dezhañ kaout tud kar en dro-dezhañ. Da eil e oa mennet da implij e nized ha nizezed da gadarnaat e zere e kevredigezh hag en istor Bro-C'hall, rak evel den a Iliz n'en devoa ket a vugale, hervez al lezennoù.
Pa zegouezhas an dimezelled e voent kemeret gant ar rouanez Anna Aostria, mamm ar roue yaouank Loeiz XIV, dindan hec'h askell, ma aotreas zoken kelenn ar re yaouankañ gant ar roue hag e vreur er Palais-Royal.
Pan errujont el lez c'hall e voe klevet ar marichal Villeroy o lavarout da eontr ar roue Gaston de France, Dug Orléans :
« Voilà des petites demoiselles qui présentement ne sont point riches, mais qui bientôt auront de beaux châteaux, de bonnes rentes, de belles pierreries, de bonne vaisselle d'argent, et peut-être de grandes dignités […] »[1],[2])
E Pariz e souezhas an holl gant o neuz. E-touez ar C'hallaoued a renk uhel e ranke kroc'hen ar merc'hed bezañ gwenn ha kuilh, hag int a oa teñval o dremm ha mistr.[3]
Mazarinades a veze lavaret eus ar flemmganoù ha flemmskridoù niverus a-enep Mazarin etre 1648 ha 1653. Setu a lenner en unan :
Elles ont les yeux d’un hibou, |
Dezho daoulagad kaouenn, |
E pezhioù all e vez lavaret "priñsezed lous ha naered flaer anezho".[3]