Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh otoman |
Anv e yezh-vamm an den | Beşinci Mehmet |
Anv-bihan | Mohammed, Mehmed |
Titl noblañs | Sultan |
Deiziad ganedigezh | 2 Du 1844 |
Lec'h ganedigezh | Çırağan Palace |
Deiziad ar marv | 3 Gou 1918 |
Lec'h ar marv | Istanbul |
Lec'h douaridigezh | Tomb of Mehmed V |
Tad | Abdülmecit Iañ |
Mamm | Gülcemal Kadin |
Pried | Kamures Kadın, Mihrengiz Kadın, Dilfirib Kadın, Dürriaden Kadın, Nazperver Kadın |
Bugel | Şehzade Ömer Hilmi, Şehzade Mehmed Ziyaeddin, Şehzade Mahmud Necmeddin |
Familh | Ottoman dynasty |
Micher | rener, skrivagner |
Karg | sultan an Impalaeriezh otoman |
Lec'h annez | Dolmabahçe Palace |
Relijion | Islam sunnit, Islam |
Grad milourel | Generalfeldmarschall |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Mehmed V Reşâd (turkeg otoman: محمد خامس, romanekadur: Meḥmed-i ḫâmis; turkeg: V. Mehmed pe Mehmed Reşad), ganet d'an 2 a viz Du 1844 e Kergustentin (Impalaeriezh otoman), a voe 35vet sultan an impalaeriezh otoman. Mab e oa da Abdülmecit I. Pemp bloaz ha tri-ugent e oa pa voe lakaet war dron an impalaeriezh gant tud ar strollad Ittihat ve Terakki d'ar 27 a viz Ebrel 1909. Ne oare seurt ebet diwar-benn mererezh ar vro ha leuskel a reas ar galloud d'ar re o doa lakaet anezhañ e penn an impalaeriezh. Mervel a reas d'an 3 a viz Gouere 1918 e memes kêr.
An otomaned a oa kroget da gemer perzh er C'hentañ Brezel-bed e miz Du 1914, pa oa bet disklêriet an Jihad gant war ar Gevredidi. E 1915, an nerzhioù lu Otoman o devoa talet an dilestradeg kevredet e Gallipoli ha prizoniet e oa bet ganto ur gwarnizon ramzel e Saoz e Kut.
Dindan e ren e oa toc'hor an impalaeriezh otoman ha rediet da gemer perzh e brezelioù : brezel Tripolitania ouzh Italia, eil brezel ar Balkanioù ouzh Gres hag ar brezel-bed kentañ ouzh Bro-Saoz ha Bro-C'hall.
E 1915 e voe rebechet ouzh Armeniz reiñ skoazell d'ar Rusianed hag ur gouennlazh a voe da-heul ma varvas etre pemp kant mil hag ur milion a dud ennañ. Ur bloaz goude, pan aloubas ar Rusianed reter Turkia, eo ar vuzulmaned a voe lazhadeget gant milisoù armenian.
En e raok: Abdülhamit II |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1909 – 1918 |
War e lerc'h: Mehmet VI |