Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kuba |
Anv e yezh-vamm an den | Miguel Díaz-Canel |
Anv ganedigezh | Miguel Mario Díaz-Canel Bermúdez |
Anv-bihan | Miguel, Mario |
Anv-familh | Díaz-Canel |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Bermúdez |
Deiziad ganedigezh | 20 Ebr 1960 |
Lec'h ganedigezh | Placetas |
Bugel | Miguel Mario Díaz-Canel Villanueva |
Yezh vamm | spagnoleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | Ijinour, lecturer, politiker |
Karg | First Secretary of the Communist Party of Cuba |
Bet war ar studi e | University "Marta Abreu" of Las Villas |
Lec'h labour | Santa Clara, La Habana |
Strollad politikel | Strollad Komunour Kuba |
Relijion | dizoueegezh |
Perzhiad e | inauguration of Alberto Fernández |
Political alignment | tu-kleiz pellañ |
Ideologiezh politikel | Komunouriezh |
Miguel Díaz-Canel ganet d'an 20 a viz Ebrel 1960, zo ur politikour kuban. 19vet prezidant Kuba eo abaoe Here 2019. A-raok e oa bet besprezidant kuzul-stad ha kuzul ministred ar vro etre 2013 betek 2018. Ezel eo bet eus Politburo Strollad Komunour Kuba abaoe 2003. Bez eo bet Ministr an deskadurezh-stad etre 2009 ha 2012; lakaet e oa bet da vesprezidant kuzul ar vinistred (bes-kentañ ministr) e 2012. Bloaz war-lerc'h, d'ar 24 a viz C'hwevrer 2013, e oa dilennet evel besprezidant penn kuzul-stad Kuba.
Dilennet e oa bet evit erlerc'hiañ Raúl Castro evel prezidant ar c'huzul-stad ha kuzul ar vinistred d'an 18 a viz Ebrel 2018. Kadoriet eo bet an devezh war-lerc'h. E-doug 40 vloaz ez eo ar c'hentañ prezidant evit Kuba ha na vefe ket un ezel eus ar familh Castro.
Ganet eo Díaz-Canel d'an 20 a viz Ebrel 1960 e Placetas, e proviñs Villa Clara. Mab eo da Aída Bermúdez, mestrez-skol, ha Miguel Díaz-Canel, labourer er greanterezh e Santa Clara.