Mihály Babits (Babits Mihály en hungareg ; Szekszárd, 26 Du 1883 – Budapest, 4 Eost 1941) a oa ur skrivagner hungarat, barzh ha troer. Ur plas a bouez en deus bet e buhez lennegel e vro, en hanterenn gentañ an XXvet kantved.
Studiañ a reas hungareg ha lizhiri klasel e skol-veur Budapest ha mont da gelenner e skolioù eil derez goude, e Baja (1905-1906), Szeged (1906-1908), Fogaras (1908-1911), Újpest (1911) ha Budapest (1912-1918). Brud a dapas gant embannadur e varzhonegoù kentañ e 1908.
Da vare ar Brezel bed kentañ e rankas reiñ e zilez abalamour d’e vennozhioù peoc’hgarour. Diwar neuze e pledas gant al lennegezh. Da vare Dispac’h Hungarat 1919 ez eas da gelenner lennegezh e skol-veur Budapest, met goude diskar ar gouarnamant dispac’hel ne voe ket miret en e garg. En 1921 e timezas da Ilona Tanner, ur varzhez ivez. Adalek 1937 e voe klañv gant ur c’hrign-bev, ha mervel a reas e 1941, e Budapest.
Kenlabourat a reas gant ar gelaouenn lennegel Nyugat. Pennskridaozer ar gelaouenn e teuas da vezañ e 1929 ha chom en he fenn betek e varv. Barzhonegoù gant Goethe, Shakespeare, Wilde, Baudelaire a voe troet en hungareg gantañ. An Divina Commedia, gant Dante Alighieri, a voe troet gantañ ivez.
Ar barzhonegoù skrivet gantañ e-unan zo diaes a-walc’h da gompren, ha temoù relijiel o deus aliezik. Romantoù a savas ivez, evel Halálfiai (1927; "Bugale ar marv"). Sevel a reas arnodskridoù c’hoazh ha treiñ kalzik a draoù diwar ar saozneg, ar galleg, an alamaneg, an italianeg, an henc'hresianeg hag al latin. Ur mirdi zo e Szekszárd, gouestlet d’e vuhez ha d’e oberenn.