Mindoro

Pelec'h emañ Mindoro e Filipinez
Aod traezh e norzh Mindoro

Mindoro zo unan eus inizi Filipinez, en enezeg Visayas. Emañ er mervent da enez Luzon hag er biz da enez Palawan. Er su dezhi emañ Mor Sulu. Ar seizhvet enezenn vrasañ eo e Filipinez, gant ur gorread a 10 572 km². Poblet eo gant 1 238 573 a annezidi (e 2010).

Rannet eo e div broviñs, e-keñver melestradurezh : Kornôg Mindoro ha Reter Mindoro. Calapan eo ar gêr vrasañ.

Ouzhpenn al labour-douar a ro labour da galz a dud, ar mengleuziañ zo pouezus en enezenn, gant mengleuzioù kouevr ha marbr.

Meur a yezh a vez komzet e Mindoro, en o zouez an tagalog, yezh ar muiañ-niver.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.