Mitsumasa Yonai

Mitsumasa Yonai
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den米内光政 Kemmañ
Anv-bihanMitsumasa Kemmañ
Anv-familhYonai Kemmañ
Anv e kanaよない みつまさ Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Meu 1880 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMorioka Kemmañ
Deiziad ar marv20 Ebr 1948 Kemmañ
Lec'h ar marvMorioka Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
PriedKoma Yonai Kemmañ
KarRen'ichi Takenaka Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridjapaneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
ImplijerNaval War College Kemmañ
KargKentañ Ministr Japan Kemmañ
Bet war ar studi eImperial Japanese Naval Academy, Naval War College Kemmañ
Strollad politikelindependent politician Kemmañ
RelijionShintoegezh Kemmañ
Grad milourelamiral Kemmañ
BrezelBrezel etre Japan ha Rusia Kemmañ
Skour luMorlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Prizioù resevetOrder of the Rising Sun, 1st class, Order of the Golden Kite Kemmañ
Yonai kentañ ministr

Mitsumasa Yonai (米内光政) (bet ganet d'an 2 a viz Meurzh 1880 ha marvet d'an 20 a viz Ebrel 1948) oa un amiral eus morlu impalaerel Bro-Japan ha politikour. 37vet kentañ ministr Japan eo bet adalek ar 16 a viz Genver betek an 22 a viz Gouere 1940.

Yaouankiz ha buhez er morlu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yonai a zo bet ganet e kêr Morioka, en ur familh e-lec'h ma oa gwechall samuraied uhel o ren war domanioù Morioka. Mont a reas e akademiezh ar morlu impalaerel e 1901, hag uhelaet e voe e renk da zanvez ofisour e Genver 1903. Kemer a reas perzh er brezel etre Japan ha Rusia etre 1904 ha 1905, ma voe uhelaet e renk da letanant e miz Gouere 1904.

Goude-se e voe uhelaet c'hoazh e miz Kerzu 1912, tremen a reas dre Skol-vrezel ar Morlu hag uhelaet e voe c'hoazh, da renk renabler milourel a-benn bezañ kaset da Impalaeriezh Rusia ha Polonia e pad ar Brezel-bed Kentañ, etre 1915 ha 1917. Anvet e voe da gomandant, ha goude diskar an Impalaeriezh rusian e voe adgalvet e Japan a-benn bezañ lakaet e penn tachenn morlu Sasebo.

E 1918 e erruas e-barzh strollad pennoù bras ar Morlu japanat ha anvet e voe da gabiten e 1920. Kabiten al lestr-brezel Mutsu e voe eus miz Du 1924 betek miz Kerzu 1925, e-lec'h ma voe anvet e penn eil morlu Bro-Japan gant ar renk a eil-amiral. Estreget-se e kemeras perzh e kuzul teknikel ar Morlu.

E miz Kerzu 1928 e voe anvet da gentañ komandant ar rummad listri-arsailh, ha kaset betek ar stêr Yangtze e Sina. Goude e drec'h war ar Sinaiz e voe uhelaet d'ar renk a iz-amiral e miz Kerzu 1930 ha kaset e penn morlu Chinkai e Korea.

Lakaet e voe e penn trede morlu Japan e miz Kerzu 1932, goude tachenn morlu Sasebo (miz Du 1933), eil morlu Bro-Japan (miz Du 1934), tachenn morlu Yokosuka (miz Kerzu 1935), hag e penn ar morlu koublet ha kentañ morlu Bro-Japan e miz Kerzu 1936. Pa oa e penn ar strolladoù listri-mañ, ha goude gwallzarvoudoù an Tomozuru, e voe bet lakaet war-wel e kroge bigi morlu Bro-Japan da vezañ kozh hag e oa ret cheñch anezho. Lakaet e voee plas ur c'huzul a-benn ober al labour-se ha cheñchamantoù a voe graet war stumm re simpl al listri brezel.

Ministr ar Merdeadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yonai a zeuas da vezañ amiral e miz Ebrel 1937 ha ministr ar Merdeerezh dindan renad ar c'hentañ ministr Hayashi Senjuro er memes bloaz. Kenderc'hel a reas da labourat er c'harg-mañ dindan ar c'hentañ ministred all evel Konoye Fumimaro ha Hiranuma Kiichiro betek miz Eost 1939. Goude, pa voe anvet Abe Nobuyuki da gentañ ministr, Yonai a voe kaset d'ar c'huzul-brezel uhel. Pa oa ministr e oa brudet evit e brezegennoù savet ha skrivet ar berrañ posupl en e bouez-mouezh eus Nambu.

Yonai oa ankeniet pa wele an darempredoù etre ar Rouantelezh-Unanet, ar Stadoù-Unanet ha Japan o vont war washaat, ha dreist-holl pa voe gwallgaset dreistelezh arme Bro-Japan gant stad fall an traoù war dalbenn Sina. Yonai a glaskas kas ur bolitikerezh a beoc'h etre ar broioù da benn, met degas a reas kalz a gudennoù dezhañ digant ar vroadelourien strizh. Evel Isoroku Yamamoto, klasket e voe meur a wech drouklazhañ anezhañ. Met soñjal a rae dezhañ e oa un dra a-bouez evit Japan kaout ur vag kreñv-kenañ evel ar Yamato (kreñvañ bag ar prantad istorel-mañ er bed a-bezh) a-benn kempouezañ an traoù war an dachenn vilourel etrevroadel.

Kentañ ministr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yonai a voe anvet da gentañ ministr Japan d'ar 6 a viz Genver 1940. D'ar mare-se e strivas evit kreñvaat al liammoù etre ar Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet ha Japan a-benn staliañ ur aergelc'h a beoc'h etre ar broioù-se, hag e enebas ouzh mennozh an emglev gant an Alamagn nazi ha Italia faskour. Met rankout a reas reiñ e zilez an 21 a viz Gouere 1940, dreist-holl abalamour ma voe rediet d'en ober gant ar vroadelourien ha rannoù a stourme evit un emglev gant Alamagn, hag a voe sinet diwezhatoc'h, ar 27 a viz Gwengolo 1940.

Labour bolitikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yonai a labouras evel dilennad e burev ar c'hentañ ministr, ha distreiñ a reas d'e bost ministr eus ar Merdeerezh dindan ar c'hentañ ministr Koiso Kuniaki adalek an 22 a viz Gouere 1944, betek ma kouezhas Saipan dindan argadoù an arme stadunanat. Goude-se e kendalc'has da labourat evit ar c'hentañ ministr Suzuki ha Shigenori Togo betek disklêriadur Potsdam. Adalek miz Eost 1945 e renas al labourioù distruj hollek eus morlu impalaerel Bro-Japan.

Abaoe pell, Yonai a c'houzañve kudennoù gant e wazhiennoù-kas, met mervel a reas diwar un danijenn-skevent e 1948, pa oa 68 bloaz. E vez zo en e rannvro c'henidik, Morioka. Roet eo bet dezhañ medalenn ar Sarpant-nij (kentañ renk) aour hag anvet eo bet e-barzh Urzh ar Sav-heol.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける