| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor penn aerouant
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Monetaria | ||
Anv skiantel | |||
Monetaria caputdraconis (Milvill, 1888) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Monetaria caputdraconis a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Milvill e 1888 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria annulus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav eo an Monetaria caputdraconis. Kavet e vezont e frailhoù ar c'horailh etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 26 ha 36 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 16 mm gour, pe ramz, betek 45 mm.
Monetaria caputserpentis a zo ur spesad tost a-walc'h.
Lec'h bevañ ar spesad lec'he-se a zo tro-dro da enez Pask e meurvor Habask.