Mother (kanaouenn gant John Lennon)

Mother a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer saoz John Lennon (1940-1980).

Enrollañ hag embann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod eo Mother eus John Lennon/Plastic Ono Band, kentañ albom studio Lennon war-lerc'h ar prantad Beatles. Enrollet e voe an holl ganaouennoù anezhañ e studioioù Londrez adalek ar 26 a viz Gwengolo betek an 23 a viz Here 1970. Ouzhpenn Lennon o kanañ hag o c'hoari piano e kemeras perzh ar soner gitar-boud alaman Klaus Voormann (1938-) ha tabouliner kozh The Beatles Ringo Starr (1940-) enni.

Embannet e voe an albom d'an 11 a viz Kerzu a-raok na deuas e-maez[1], d'an 28 a viz Kerzu da-heul, ur bladennig o kinnig Mother war an tu A anezhi ha Why (kanet gant Yoko Ono, gwreg Lennon) war an tu B anezhi. Tra ma pad 5:30 doare an albom ne bad nemet 3:52 hini ar bladennig.

9 Newcastle Road e Liverpool : talbenn an ti mard eas
Alf ha Julia Lennon d'ober o annez kenkent ha dimezet.

N'hall ket Yann selaouer ober anaoudegezh gant Mother evit ar wech kentañ hep bezañ fromet en abeg d'an estrevan ha d'ar gounnar a ro mouezh Lennon da santout. Kregiñ a ra ar ganaouenn gant ur c'hloc'h o seniñ ar c'hlaz[2] kent bezañ kemeret e blas gant piano Lennon o seniñ an hevelep klotad, war ar memes lusk, a-hed an oberenn. Evit da ditl ar ganaouenn bezañ Mamm ez eo ouzh e dud — Alf (1912-1976) ha Julia (1914-1958) — emañ an oberour o komz evit gwir.
Un nebeud mizioù a-raok en devoa savet ha kanet John Lennon ur ganaouenn all — Julia — hag a oa e vamm an danvez anezhi dija. Lod eo eus peder c'hanaouenn ha daou ugent an albom The Beatles (pe Albom gwenn c'hoazh) a voe embannet d'an 22 a viz Du 1968 (Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet).

Petra bennak na oa ket gwall entanet he zad gant ar soñj-mañ e timezas Julia Stanley da Alfred Lennon d'an 3 a viz Kerzu 1938 ha buan a-walc'h ez eas da fall an tiegezh yaouank. Martolod diouzh e vicher ha debret-mat gant ar c'hoant da redek mor e tilezas Alf e wreg aliesoc'h-aliesañ. Ar pezh ne viras ket e c'hanas ur bugel dezhe — John Winston e anvioù-bihan — d'an 9 a viz Here 1940 e kêr-Liverpool ma oant o chom. Koant e oa chomet Julia ha dre ziouer a waz en he c'hichen ez eas da vevañ gant he fried kleiz John Dykins. D'ar mare-se eo e voe fiziet John vihan e Mary Elizabeth Stanley[3] (1906-1991), unan eus c'hoarezed Julia. Ganti e voe desavet John Lennon diwar neuze ha n'eo ket souezh en dije maget santimantoù etre daou ouzh e dud.

Mervel a reas Julia d'ar 15 a viz Gouere 1958, goude bezañ bet stoket gant ur c'harr-tan kaset gant ur poliser mezv. E dad n'en devoe John Lennon tamm keloù ebet digantañ kent miz Ebrel... 1964.

Echuiñ a ra ar ganaouenn gant ur c'halvadenn hag a ya da huchadenn c'hlac'harus tamm-ha-tamm : "Mama don't go Daddy come home" (Mammig n'ez ket kuit Tadig, deus d'ar gêr). Emichañs un eñvor eus an deiz ma voe goulennet gant ar paotrig dibab etre e dad hag e vamm, hag eñ c'hwec'h vloaz a-boan...

Mother eo kentañ kanaouenn an albom John Lennon/Plastic Ono Band a gloz gant My Mummy's Dead.

Doareoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar personel m'eo Mother n'eo ket bet adkanet gant un aridennad a arzourien all. Menegiñ a c'haller koulskoude doare ar ganerez stadunanat Barbra Streisand (1942-) bet embannet e miz Eost 1971 en hec'h albom Barbra Joan Streisand.
Gant Christina Aguilera (1980-) e oa bet adkanet ivez da-geñver an albom Instant Karma: The Amnesty International Campaign to Save Darfur a oa deuet e-maez e miz Mezheven 2007 da skoazellañ an aozadur etrebroadel e-maez-gouarnamant Amnesty International da vare Brezel an Darfour.

Ar gerioù...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E Stadoù-Unanet Amerika hepken.
  2. N'eus ket eus ar c'hloc'h-mañ er ganaouenn embannet war ar bladennig.
  3. Graet e veze Mimi Smith anezhi.