Banniel NVAArdamez NVA. Für den Schutz der Arbeiter un Bauern Macht : Da wareziñ galloud ar vicherourien hag ar beizantedGwarded eus strollad-gward Friedrich-Engels NVA e-kichen maen-koun gouzañverien ar faskouriezh hag ar soudardegezh e Berlin
Aozañ un arme e DDR a grogas azalek 1952 : goude aozañ an arme vroadel, polis ar bobl ha meur a framm all e voe krouet NVA d'an 18 a viz Genver1956. Kement-se a voe graet e diabarzh framm feur-emglev Varsovia, ha dindan levezon URSS. Betek 1962e oa diazezet NVA war an emouestlañ. Pa voe lakaet ret ar servij-soudard e voe enni war-dro 170 000 soudard.
Gant an doare ma oa bet oazet NVA e oa bras pouez politikel SED (strollad komunour) enni. Tost an holl ofiserien ha danvez ofiserien eus an NVA a oa ezel eus SED, hag unan eus ar palioù a oa lakaat kalz izili eus SED e-touez an isofiserien. Hervez pennoù SED e oa NVA benveg galloud renkad al labourerien da wareziñ ha da suraat ar gounidoù sokialour rak tagadennoù an diavaez. NVA a oa ur benveg da zifenn DDR hag ar broioù all a oa e feur-emglev Varsovia.
Soudarded NVA ne gemerjont perzh e brezel ebet. Raktreset e voe kas rannadoù eus NVA da bPraha e 1968, met ne oa ket prest NVA hag ouzhpenn e voe soñjet e vije drastus an efed (ma vije bet aozet e vije ar wech kentañ abaoe an Eil Brezel-bed ma vije bet kaset soudarded alaman d'ur vro estren).
Banner-luc'hedoù Frog
Er goañv 1981 e voe kaset soudarded NVA e-kichen harzoù Polonia, ha prest e oant da waskañ kement emsavadeg a vije bet kaset gant ur sindikad, met a-benn ar fin ne voe ket roet urzh d'en ober.
Meur a wech e voe lakaet soudarded NVA war ziwall : e 1961 pa voe savet moger Berlin, e 1962 da vare ar pennad tenn e Kuba, e 1968 pa'z eas arme URSS da aloubiñ Tchekoslovakia, hag ivez er goañv 1989.
Divodet e voe NVA e 1990, hag an diazezlec'hioù, ar staliadurioù hag an armoù a voe roet d'ar Bundeswehr. Al lod brasañ eus diazezlec'hioù NVA a voe serret, hag ul lodenn eus an armoù a voe gwerzhet da Stadoù all, Turkia hag Indonezia en o zouez. Al lod brasañ eus an ofiserien hag an isofiserien a voe lakaet war o leve. Ar re a voe degemeret er Bundeswehr a voe lakaet da bennadjudant, ar pezh a dalveze diskenn a-fet grad. 3 200 eus ar 36 000 ofiser a oa a voe degemeret er Bundeswehr.
Skolioù a oa da stummañ an ofsiserien, an isofiserien hag an danvez-ofiserien. Azalek kreiz ar bloavezhioù 1970 e voe aotreet ar sternidi dibabet da vont da studiañ da skolioù ofiserien URSS.
Stummet e veze an ofiserien uhel (ha bep bloaz ivez 10 ofiser eus polis ar bobl) en akademiezh arme NVA e Dresden.
Wilfried Kopenhagen, Die Landstreitkräfte der NVA, Motorbuch Verlag, ISBN 3-613-02297-4
Siegfried Breyer & Peter Joachim Lapp, Die Volksmarine der DDR, Bernard & Graefe Verlag, ISBN 3-763-75423-7
Klaus Behling, Der Nachrichtendienst der NVA, edition ost, 2005, ISBN 3-360-01061-2
Bodo Wegmann, Die Militäraufklärung der NVA, Verlag Dr. Koester, Berlin, 2005, ISBN 3-895-74580-4
Walter Jablonsky, Die NVA in den Vereinten Streitkräften des Warschauer Paktes. In: NVA - Anspruch und Wirklichkeit… nach ausgewählten Dokumenten. Berlin, Bonn, Herford, 1994