| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Nesiocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Nesiocypraea teramachii (Kuroda, 1938) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Nesiocypraea teramachii a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Nesiocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev e div dachenn pell an eil diouzh eben e Kaledonia-Nevez hag etre Japan hag ar Filipinez er mor Sina.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Kuroda e 1938 [2].
Roet eo bet an anv teramachii en enor da Akibumi Teramachi, dastumer ha klasker war ar blotviled eus bro Japan.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Nesiocypraea aenigma bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Tri isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin ral-tre int. Kavet e vez al lodenn vrasañ anezho draget er mor don etre 150 ha 500 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 58 mm ha 70 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 45 mm gour pe ramz, betek 78 mm.
Nesiocypraea midwayensis, Nesiocypraea lisetae, Nesiocypraea aenigma spesadoù all ar genad, hirasei ur spesad a vev nepell.
Lec'h bevañ ar spesad a zo dasparzhet e div dachenn pell an eil diouzh eben e Kaledonia-Nevez hag etre Japan hag ar Filipinez er mor Sina.