Neue Deutsche Welle

Neue Deutsche Welle (Gwagenn nevez alaman, alies berraet e NDW) a oa ul luskad sonerezh alaman diazezet war ar sonerezh punk ha new wave[1]. An droienn "Neue Deutsche Welle" a voe krouet gant ar c'hazetenner Alfred Hilsberg, en e bennad "Neue Deutsche Welle — Aus grauer Städte Mauern" bet embannet er gelaouenn alaman Sounds e 1979.

Div lodenn a ya d'ober istor Neue Deutsche Welle. Eus ar penn-kentañ betek 1981 e voe dreist-holl ul luskad underground levezonet gant ar sonerezh punk ha new wave breizhveuriat. Buan e kemmas hag e teuas da vezañ dibar, diazezet peurliesañ war luskoù ha sonioù an alamaneg. NDW a ziwanas d'ar mare-se e Berlin, Düsseldorf, Hamburg, Hannover ha Hagen hag ivez e rannvro Frankfurt Rhein-Main, Limburg an der Lahn ha Vienna (Aostria).

E-tro 1980 e voe merzet al luskad gant pennoù an embregerezhioù embann pladennoù. Met klask a rejont sevel strolladoù nevez a-benn gwerzhañ pladennoù, e-lec'h brudañ ar strolladoù a oa anezho c'hoazh. Krouet e voe neuze strolladoù a voe brudet gant ur ganaouenn hag a voe disoñjet ken buan all. Lakaet e voe an dikedenn NDW war kement strollad pe soner a gane en alamaneg, memes ma n'o doa tamm liamm ebet gant al luskad. Buan ez eas al luskad da netra neuze, hag echu e vo e-tro 1983-1984.

Addizoloet e voe al luskad e 2003 pa voe embannet an dastumad "New Deutsch" gant DJ Hell[2]. Gwelet e vez NDW evel unan eus al luskadoù a gasas goude d'an dañs-punk, EBM hag electroclash.

Er bloavezhioù 2000 e voe implijet an droienn en-dro gant tud an ti-embann pladennoù hip-hop Aggro Berlin da envel ul luskad hip-hop alaman nevez. Lakaat a rejont embann ar bladenn Neue Deutsche Welle e 2005.

Strolladoù hag arzourien vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notenn : daoust ma reer e underground eus ar strolladoù-se e reas berzh ul lodenn vras anezho

Luskad pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Nancy Kilpatrick, The Goth Bible: A Compendium for the Darkly Inclined, New York: St. Martin's Griffin, 2004, pennad 5, "Music of the Macabre," p. 84.
  2. Laurence Phelan, The Independent, 31 a viz Eost 2003


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]