Ngazidja

Ngazidja e Komorez

Ngazidja e swahileg, Grande Comore e galleg, eo enezenn vrasañ Komorez.
E-pad kantvedoù e oa rannet an enez e meur a sultanelezh, evel Bambao, Itsandra, Mitsamihuli, Bajini, Hambu, Washili, Hamahame, Mbude, Hamvu ha LaDombe.
E 1886, sultan Bambao, Saidi Ali ibn Saidi Omar, a zeuas a-benn da unaniñ ar sultanelezhioù-se da vont d'ober stad Ngazidja. Er bloaz-se end-eeun e voe lakaet an enez dindan beli Bro-C'hall, hag e 1893 e voe kaset Saidi Ali d'an harlu. E 1911 e voe staget an enez da vat ouzh Bro-C'hall.

E 1975 e voe savet stad Komorez gant inizi Ngazidja, Nzwani (Anjouan) ha [[Mwali] ]; enez Mahoré (Mayotte) a chomas e dalc'h Bro-C'hall. Er bloavezhioù 1990 e voe rannet ar stad, gant inizi Nzwani ha Mwali o tispartiañ diouzh Ngazidja. Ne chomas nemet an enez vrasañ e dalc'h ar stad kreiz. E 2002 avat e voe adunanet Ngazidja gant an inizi all, dindan ur vonreizh nevez. E 2008, adarre, he deus klasket Nzwani mont diouzh he zu, met adstaget eo bet ouzh ar peurrest eus ar stad gant an arme.